Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —

bidi dirag imach ar Verc’hez Vari. Goudeze e redas da gaer Mayans evit guerza he ziamant da eur iuzeo ha caout peadra da brena bara. Rag an dra-ma a voa en Alemagn, tost da gaer Mayans, hag er gær-ze ez euz aleiz a iuzevien hag a ra kenvers gant ar vein prisius, gant an aour ha gant an arc’hant.

Karl a redas gant he ziamant da di ar iuzev Izaac.

— Pegement a dal heman, eme ar bars coz, o lacat he ziamant var ar stal ?

Ar iuzev a lakeaz he lunedou var he fri, a zachaz he vonet blevek var he ziouscouarn, a bouezaz ar mean prisiuz en he zorn ha goude er balansou, hag a lavaras neuze :

— Cant scoet a dal.... bars coz… cant scoet en arc’hant nevez.

— Cant scoet ? a lavaras Karl outhan he unan ; hag eo an Impalaer en deus roet hema d’ar Verc’hez…

Ar iuzev-ma a ra goab ac’hanon-me.

— Ho trugarecat, Izaac, eme ar bars, mont a ran da stal Samuel a zo ama e kichen da velet petra a ginnigo din.

— Ker guir ha ma’z oun eun den honest, ne ellan rei nemet daou c’hant scoet evithan, ha c’hoaz e roan re. Hogen abalamour ma oc’h eus great avechou plijadur d’am greg ha d’am bugale gant ho telen…

— Ah ! va zelen ger ! eme ar bars ; va zelen e deus great din caout an diamant-ma a dal, me zo sur, dek mil scoet.

— Trugarez ! ha sonjal a ra deoc’h-hu em eus-me cavet oll denzoriou templ Jeruzalem ?

— Va diamant a zalc’han, Izaac ; pa ro eun Itron evelse eun dra bennak da eun den, e tle rei dezhan peadra da veva an nemorant euz he vuez.

— Ah ! bars coz, eun dro oc’h eus great er bourkou dre aze ?