Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

he zon, digant ar bugel nemet he zell.... Ar bars ne ell oc’h enori nemet gant he delen hag he ganaouennou. Mar tlean mervel gant dienez e troad oc’h aoter, da viana va diveza can a vezo bet evidoc’h. Ne ouzon pedi na rei da anaout ar sonjou eus va ene nemet en eur gana.

O Rouanez an Env, boaz evel ma’z oc’h da glevet kanaouennou an aelez, na zisprijit ket kanaouen an den reuzeudig en em erbed ouzoc’h.

Ar feiz a zigas buez er bars clasker.

Kemeret a ra he delen, hag en em laca da zon ganthi.

Morse pa voa iaouang hag e creiz he ners, n’en devoa canet na sonet ker caer, morse n’en doa distaget eur ganaouen var eun dro ken dudiuz ha ken truezuz.

Lavaret a reas, dre he gan, ar pez a ioa digouezet gantha en he vugaleach, en he genta iaouankiz, en oad ma voa deut da veza den iaouang avoalc’h hag e pehini en doa poaniet kement da zont da veza eur muziker bras. Goudeze, en he oad vella, an dreveil en doa kemeret o clask deski he vicher da re all. Neuze e canaz, en eur grena, ar poaniou euz he gosni hag an dienez en devoa da c’houzanv. Gouela a reas varnezhan he unan, crial a reaz evel pa vije e dizesper, hag erfin, he nerz o vancout dezhan, e coezas, dare da vervel, e hars treid imach ar Verc’hez Vari.

Oh burzud !

Imach mam Doue a deu da finval. Ar Verc’hez a denn dioc’h ar gurunen zo var he fenn, eun diamant euz ar re gaera, hag her c’hinnik d’ar bars.

Karl, he galon o tridal gant al laouenidigez hag an anaoudegez vad, ne alle lavaret ger. Kemeret a reaz ar pez a ginniget dezhan hag e chomas pell da