Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 124 —

— An hini ma eni eus sonet dirazhi gant va zelen, eo Impalaerez ar bed ; hogen c’hui, dre ma’z oc’h iuzev, ne gredit ket d’ar burzudou.

— Livirit din atao.

Karl, evel eur bugel didroidel, a lavaraz eün ar pez a ioa digouezet gantha, an doare ma en doa bet he ziamant digant ar Verc’hez. — Ar iuzev fallagr, a c’hoarze dindan he vourrou oc’h he glevet.

Pa en doa distaget he histor : Hag e sonch dit, eme ar iuzev trubard, rei traou evelse da gridi din-me ? Me n’oan ket ganet deac’h, bars counnaret ? Da ziamant a dal epken eur gorden evit da grouga. Clevit, tud vad Mayans, ha credit, mar kirit. Ho kuerc’hez e deus roet d’ho pars koz ar mean ar prisiusa laket gant an Impalaer da gaeraat he c’hurunen ! Karl en deus saotret ho chapel, laeret en deuz imach ho kuerc’hez ! Eun tantad tan da zevi al laer ilizou evel ma tever an heretiket hag an touerien Doue !

Eur vanden dud a ioa en em zestumet en dro da stal Izaac.

Ar iuzev hag ar bars coz a voue croget enho ho daou, ha caset dirag ar varnerien.

Izaac evel test.

Karl evel kabluz ha tamallet.

An telenner paour ne alle lavaret netra nemet ar pez a ioa digouezet gantha.

Condaonet e voue da veza crouget.

Karl a dolaz eur zell leun a druez hag a drugarez var ar iuzev en devoa he verzet evel ma en devoa Judas guechall guerzet hor Zalver. Mont a reas didrouz, ep en em glem, da heul an archerien her c’hase er meaz a gaer evit paea he dorfet tost d’al leac’h ma en devoa her great.

An dud iaouang en doa guelet dioc’h ar mintin oc’h efa en davarn, en em gavas var he hent.