Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —

euz e teuin da veza. Va zreid a ioa coenvet scrij ; digoenvet int. Ne c’hellen ket plega va c’hein ; reud oan evel eur vaz ; hag e plegan eas bete’n douar. O ar Verc’hez am lacai e stad da c’hounit va bara ha da vaga va bugaligou. Brema e pedin ato, ha ne vezo ket izom da lavaret, d’am fried na din me, ober hon deveriou a gristen. Oh ! parea tre a rin, ha bep bloaz e teuin ama.

————


Ar Verc’hez o c’hriat he zilis da Zant Thomaz
a Gantorbery.
————

Sant Thomas a ioa bet harluet euz he vro abalamour ne felle ket dezhan ober eun dra disleal bennag a c’houlenne roue Brozaos diganthan. Dont a reaz e Frans, hag en em dennaz e couent Pontigny, eleac’h ma chomaz eur pennad mad. Hogen abaoue meur a vloaz an Escop santel ne zouge evit guiscamant dindan nemet eur silis, ha pa guiteas Brozaoz e voue red dezhan mont en hent a drouc’h-tranch ep caout amzer da gas ganthan dillad da chench.

He siliz eta, evel n’en doa nemethan, a deuas da regi hag a iea a billennou. En em gaout a rea evelse nec’het, rak n’en doa c’hoant da ziskuez da zen he binijennou hag he baourentez.

E Cantorbery ez oa eur vaouez santel a vouie epken ar secret hag a c’hrie dezhan he silis pa veze izom ; mes ama n’en doa den da ober an tam labour-ze evithan.

Eun dervez o veza e penn an iliz ep den var he dro, setu hen oc’h azeza eno evit guelet hag hen a