Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

c’helje dresa he viscamant dindan. Hogen n’oa ket eun dra eas ; hen ne vouie nemeur griat, ha ne vouie na penauz en em gemeret na dioc’h pe benn comans. Epad ma edo en nec’hamant-ze, setu eun itron gaer, rouanez ar bed he unan oc’h en em gaout dirazhan. Ar Verc’hez a dlie gouzout ober an tam labour-ze, rak sant Jerom en deus scrifet e tlie ar bed beza barnet eun deis gant mab eur Verc’hez, eur gemenerez.

Mari a zaludaz an arc’hescop, a lavaras dezhan ne dlie ket en em nec’hi, hag erfin a gemeraz ar silis euz a dre he zaouarn, a azezaz en he gichen, hag a zresaz a zoare ar silis roget. Goude beza great an tam labour e ber amzer, e zeas kuit.

An Archescop, an daelou en he zaoulagad, hag he galon o tridal gant laouenidigez, ne c’hellaz, evit paea he vicherourez, nemet he meuli hag he zrugarecat. A benn eun nebeut goude, sant Thomaz a Gantorbery a c’hellas mont da gaout Philip, roue Frans ; hema a reaz he beoc’h gant roue Brozaoz hag e c’hellas mont en dro d’he escopti.

Ha ne deo ket eno eun histor vrao evit diskuez humilite ar Verc’hez hag ar zoursi a gemer euz he zervicherien ?

Prest goude m’oa distroet an Arc’hescop santel da Gantorbery, mam Doue a reaz eno eur burzud all. Bez ez oa eno, o tizervicha eur chapel, eur beleg iaouank hag a rene eur vuez santel, mes ne lavare morse ken oferen nemet oferen an Itron Varia. Abalamour da ze ar person canton ha beleien all divardro, a deuas d’he damal ha da zougen clem en he enep dirag an Arc’hescop. Ar beleg iaouank-ze, pa voa c’hoaz eur c’hrennard, en doa santet he galon leun a garantez evit mam Jesus, hag en em lakeas da studia en dra c’helle, gant ar c’hoant en doa