Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/130

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

Eur voutaillad zour a ioa eat ganhen euz a Lourd. Araok mont da gousket va fried a ziscargaz eur banne en eur scudel, hag a c’hlebias din c’hoas va zreid. Me a bede, e c’hellit cridi. Neuze e claskis sevel ; ha setu me em za. En em lacat a ris da vale, hag e valeen eas. Neuze e criis : Greg, pare oun ! Va fried a chome da zellet ouzin sebezet. Neuze e lavaras : Oh! Guerc’hez santel, hag ez euz ha ne gredont ket ! Oh, nag hi a zo mad ! hag e vouele gant laouenidigez.

Neuze en em gaven ken eurus, ma liviris : red eo deomp mont da di an amezek.

— Coeza a ri, a lavaras va fried.

— Me valeo couls ha te.

— Hag ar vugale a lezimp aze ep den var ho zro ?

— Ar Verc’hez ho diouallo ; deomp.

Kemeret a ris va letern, ha setu ni en hent. Eun anter cardeurik bale on doa da ober dre eun hent dies. Sevel a rejont, ha me ho les da zonjal pe ger souezet e vouent. Hon amezeien zo tud vad ha tud a relijion tre. Rei a ris dezho da efa pep a vanne euz an dour a ioa deut ganhen. Antronoz, ep baz na netra, e zis da stasion Lesponey, eun anter leo dioc’h va zi. Itron mestr ar stasion a griaz oc’h va guelet : Sellit-ta, Jaffard o vale ! Oh ! eur burzud ! An oll a ioa souezet. Mont a riz a hed al linen ; ne c’helle ket va c’hamaradet cridi eo me a velent. Neuze e lavarent din : Mad ac’h eus great mont da Lourd.

Pa o deus va guelet o tont da Lourd hirio, va branellou ganhen em dorn, o deus lavaret : Setu Jaffard o vont da gas he vranellou da chapel ar Verc’hez ; nicun anezho n’en doa c’hoant goapaat.

Azalek kaer beteg ama em eus baleet. Eun tamik poan am eus c’hoas ; n’oun ket lijer, mes esper am