Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

a gomze din euz a Itron-Varia Lourd, euz a eun archer pareet oc’h en em voalc’hi e feunteun Lourd, euz a eur vestrez scol a ioa bet pareet ive he daoulagad gant an dour-ze. Ar goardou all eveldhon a lavare din :

— Jaffard, eun Doue zo ; c’hui zo reuzeudik ; red eo pidi ha mont da Lourd. Ma n’oc’h eus ket a fizians, na dit ket. Mes Doue a c’hell pep tra. Ho pet fizians, hag it evelse.

Ne zonjen ket e Doue ; ne beden ket guechall ; mes pa guez an dichans varnoc’h e teu sonch anezhan. Kementse a rea din sonjal ; esper am boa ; en em lacat a ris da bidi Doue, hag e lakejomp ar vugale vihan da bidi ive. Avechou e falgalounen.

— Bah ! eme ve, ne barei morse ; an dichans zo crog enhout. Ar zonch vad a deue neuze var gorre, hag e lavaren din va unan. — Gouzout a reomp ez euz eun Doue ; hor bet fizians. Ober a ris va zonch da vont en hent ; eun dra bennag a lavare din : Pareet e vezi.....

Daou pe dri dervez araok ne eanen da lavaret an Ave Maria. Erfin e tiblasiz. Eun truez oa va guelat e gar Lourd. Roet oa din eun nebeut arc’hant, hag e vouen douget en eur c’har d’ar feunteun.

Pidi a rean ; neuze e sonjen ; ar verc’hik vian-ze a velaz ar Verc’hez santel a zo eurus meurbet ; kementse ne vije ket digouezet ganheme, ne dalvezan ket keit-ze. — Clask a ris goalc’hi va zreid. Eun den am zicouras ; n’oan ket goest da denna va boutou. Va delc’her a reaz evit va lacat en dour. Oh, na me a bede ! me zonje din e lesjen eno va branellou. Eun tamik gras e caven ; nebeut gouscoude. Ne gollis ket courach, hag e lavaren : mad, dont a rin adarre. Va fried a voue trist bras pa em guelaz o tistrei gant va branellou.