Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/124

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

Kerkent e lavar a vouez huel : comz a ran ! — Kement a ioa eno, souezet oll, en em daolas d’an daoulin da drugarecat Doue.

An demezel a c’houlen he dillad, en em visk he unan, a zebr eun tam benag, a ia d’ar chapel, hag eno, dirag al leanezed, en em laca da gana ar Magnificat evit trugarecat ar Verc’hez Vari.

————

Eur c’hreg euz a Berpignan a deuas da Lourd gant eur bugel mac’haniet e devoa, eur verc’hik seis vloaz, a ioa troet ha nezet he zreid hag he divesker, en hevelep feson n’e devoa gallet morse ober camed ebet. Souba a ra ar bugel e feunteun ar Verc’hez, ha kerkent ar verc’hig a zo pareet, hag en em laca da vale ken eün ha pep den.

Kement a ioa eno a bardonerien a voue tenereet ho c’halon. Oll e fell dezho guelet ar bugel, touch outhi ; poket dezhi, hag ober stad euz an hini e devoa tennet varnezhi sell Mam Doue.

————

Setu ama eun all hag en deus resevet ar guelet o voalc’hi he zaoulagad gant dour a feunteun Lourd. An den-ma en doa bet eur guelet euz ar guella ; guelet a rea splam an traou hag abell zo hag a dost. Evit chom pell an noz da lenn ha da studia he zaoulagad ne skuizent ket. Hogen e miz even 1863 setu he zaoulagad o tont da goc’henna, ha va den a voue souezet o santout he velet o vont digantha a daol e taol.

Buhan ez eas da gaout medesinet ; hogen ho louzeier ne rejont vad ebet dezhan. Dre ho ali e lezaz he zaoulagad tre da eana, hogen ne vellea ket dezho evit se, hag e sante ervad hag an oll ive a vele ez ea ep dale da veza dall.