Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

Epad ma voa er stad trist-ze e kendac’he da scrifa, pe kentoc’h e lakea eur bugel da scrifa evithan da eur mignon en devoa. Ar mignon-ze hag he c’hreg a ioa protestanted ho daou. Hogen eun dervez he vignon o respont dezhan, hen alie da c’houlen ar pare digant Itron-Varia-Lourd. Lavaret a rea dezhan en doa tremenet dre ar gær-ze ha n’en doa clevet ken hano dre eno nemet euz a dud pareet dioc’h clenvejou, ha dreist oll euz a dud a ioa deut ar guelet dezho o voalc’hi ho daoulagad gant dour euz ar feunteun burzudus. « C’hui, emezhan, a so catolig, hag a dle caout feiz er burzudou-ze. Evidon-me, ma vijen bet eveldoc’h, ne vijen ket chomet da varc’hata. Ma ho kuelfen pareet ha deut da velet mad dre an dour-ze, ne lavaran ket ne anzafen ket neuze ema ar virionez ganeoc’h. Mar oc’h eus diegi oc’h ober ar veach, ne ket red deoc’h zoken he oher. N’oc’h eus nemet scrifa da Aotrou Person Lourd, hag hennez a zigaso deoc’h avoalc’h eur voutaillat euz an dour-ze, hag a lavaro deoc’h penauz he implija. »

Al lizer-ze digant he vignon protestant a lakeas va den souezet, hag a reas dezhan sonjal a zevri. Catolig oa ; feizen devoa ; heuilla a rea zoken euz al lezen gristen ar pez so red ; he feiz gouscoude n’oa ket beo avoalc’h. Cridi avoalc’h a rea ec’h elle an dour-ze he barea ; eun dra bennag zoken a lavare dezhan e vije pareet ma carje he implija ; gouscoude ec’h argile.

Ar pez a rea dezhan argila evelse, he unan hen lavare goude, eo an aoun en devoa da veza dleour da Zoue euz a eur c’hras ker bras.

« Ma venn pareet, emezhan, gant ar vedesinet ; oc’h ho faea e vezin kitez. Hogen ma ra Doue eur burzud em c’henver, e vezo red mad din beza anaou-

7