Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/123

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

en dro dezhi, pe e vije bet mouget… Ah ! ma velfe an dud difeiz traou evelse !

C’hoar ar plac’h iaouank pareet a ioa eno eat er meaz anezhi he unan gant he levenez. Comzet em euz outhi, ha ganthi he unan em eus clevet e reat Irma Dubois euz he c’hoar, e devoa tri bloas varnugent, e voa daou vloaz a ioa seizet ep gallout ober camed, hag e voa ho zad Barner a beoc’h e Grandrieu, e Departamant Loser.

————

Eur scrifagner christen a lakea, n’eus ket pell, moulla eul levr eleac’h ma comz euz an tri leac’h ma zeo Mam Doue en em ziskuezet enho en amzeriou diveza-ma e Frans, er Salet, e Lourd hag e Pont-Mean. Er Salet, emezhan, Doue a felle dezhan diskuez deomp he justis, e Lourd he drugarez, ha Pont-Mean a vezo evidomp, mar caromp, eun errez euz ar peoc’h.

Plijet gant Doue e ve guir ar pez a lavar ar scrifagner-ze. Daoust petra vezo, ar vuez-ze savet etouez ar gristenien e tu ar c’hreisdeiz d’ar Frans, hag ar prez a lakeont d’en em erbedi oc’h ar Verc’hez santel, a zo ato eur sin vad.

E guirionez, ar burzudou a ra brema ar Verc’hez a Lourd a dle lacat meur a gristen toc’hor da zigeri ho daoulagad. Er sizun-ma e velan adarre daou vurzud merket var ar c’hazetennou.

Eun demezel, merc’h da eur c’habiten coz euz a zepartamant an Dordogn, a ioa dalc’het abaoue pell gant eur c’hlenved ha ne gavet pare ebet dezhan. Seizet oa he izili, ha ne c’helle na finval, na coms ; dilezet oa gant ar vedisinet.

Dont a reas dezhi ar zonch da ober eun navet da Itron-Varia Lourd, ha da fin an naved-ze ec’h ef eur veraden zour bennag euz a feunteun ar Verc’hez.