Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

« Nag hen a zo bras madelez ha gallout ar Verc’hez santel !

« Creisdeiz nemet kart eo. — Emaoun o tont euz ar c’hao, pe euz an toul a zo er roc’h dindan al leac’h ma zeo en em ziskuezet mam Doue, hag em eus guelet eno, ne deus nemet eur momet, eur burzud ; her guelet em eus splam gant va daoulagad va unan. — Edomp o vont er c’hao pe en toull-ze. Dougen a reat eur plac’h iaouang a dri bloas varnugent, chomet seizet daou vloas zo varlerc’h an derzien tyfoïd. Abaoue, epad an daou vloas, n’e doa morse gallet ober eur gamed. — Edomp en eur gichen o vont er c’hao ; me a ioa vardro tri zroatad diouthi var he lerc’h. Setu hi en eun taol o crial : pare oun ! — Hag e les he bas da goeza, hag ep sicour ebet en em laca da vale he unan, dre ar c’hao ; me iea var he lerc’h, hag he guelen o vale, o plega evit poket d’ar roc’h a zo bet treid ar Verc’hez varnezhi ; neuze o lacat he baz var diri an aoter ; goudeze o taoulina evit trugarecat Doue hag he vam santel.

Edon ato en he c’hichen, ha pa zeo savet, em eus croget en he dorn gant ar zantimant a estlam a ioa e calonou an oll en eur momet evelse. Neuze omp en em laket da gana ar Magnificat ; mes ken tenereet oa calonou an oll ma n’on eus ket gallet mont bete penn. Neuze omp en em laket da grial euz a oll nerz hor mouez ha gant ar santimanchou birvidica a anaoudegez vad : Bevet Itron-Varia Lourd !

Etre daou ar plac’h iaouank pareet a iea da rei he dorn d’an oll re glanv a ioa eno o c’hortos beza pareet eveldhi, hag an dud he douge, a rea cher dezhi, pephini a felle dezhan he guelet ha touch outhi. Red e voue he zenna euz a douez ar bobl tud bodet