Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

gær ; mall o devoa da velet mam ar c’hrouadur. Houma, ec’h ellet cridi, a ioa el levenez abaoue me devoa bet ar c’helou, hogen pa errujont, ar bugel a ioa skuis maro hag a ieas da gousket ep dibri tam ; ha setu ar vam ankeniet ha nec’het. Sonjal a rea oa bet tromplet pa voa lavaret dezhi e voa pare he map. Antronoz vintin avad e voue dinec’het pa velas Jul oc’h taol o tibri c’hoek ; muia a ioa da ober oa miret outhan da zibri re.

Abaoue, ar bugel a so iac’h pesk. Pareet oa, ne ket a nebeudou, mes en eun taol, ha ne ket bet clanv eun dervez ac’houdevez.

Ar vedesinet a ioa bet var he dro o deus discleriet ne voa ket en ho gallout parea ar bugel-ze, hag ep lavaret crenn e voa eur burzud eno, o deuz anzavet oll e voa eno eun dra hag a ioa dreist gallout ar vouiziegez.

An tad, evel ma on eus lavaret, n’en doa ket a feiz bete neuze, hogen neuze e voue red mad dezhan cridi ; red mad e voue dezhan distrei oc’h Doue ; ha setu an hent en doa kemeret an tad a drugarez evit digeri he zaoulagad d’ar paour kez den-ze a ioa dall bete neuze evit he ene.

Evit Jul a so abaoue devot evel eun ael. Er scol ema, hag e tesk evel ma car, rag studia ha poania a ra a zevri. Ha pa c’houlenner digantha ha caret a rai iviziken ar Verc’hez Vari, e respont ter :

— Oh ia ! a greis va c’halon hag epad va buez !

————


Eur pare burzuduz all.

Eur beleg euz a Gemper, eat e pelerinach da Lourd, a scrif ac’hano, d’ar c’henta a viz here, eur momet goude beza guelet he unan ar pez a verk. Setu ama he gomzou :