Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

evelse, hag a lavaras dezhan : « Na da ket da fringal evelse ta ! »

— Ne allan ket miret, va zad, eme Jul ; mont a rencan ! ne ellan ket miret !

An tad a ieas d’he gaout, a grogaz enhan, hen lakeas var he varlen ; hogen he zivesker a lame ; goudeze he benn hag he c’houzoug a droe hag a zistroe. Divar neuze ar vedesinet a vouezas mad e voa crog enha ar c’hlenvet spontuz a c’halver Koroll-Sant-Gui. (Danse de saint Guy).

Ar c’hlenvet-se a stag er c’hourlanchen, pe er gornaillen. Ar vedesined a anaie neuze he glenvet, mes ne allent ket he barea. Hirra a eljont da ober, e voue, gant an amzer, miret outhan na fringe ha na gorvigelle kement he izili. Gouzoug ar bugel avad a jome ato stanket. Roet e voue dezhan a bep seurt louzeier ; laket e voue aliez er gibel, casset e voue d’an doureier tom. N’hen lezet na da studia na da ober tam labour. Hogen kementse ne rea nemet skuiza ar c’hlanvour.

Ar bugel kez en doa mez gant he glenvet. Guelet a rea ar vugale all iac’h o c’hoari, hag an dra-ze a rea poan dezhan. En em denna a rea en he bart he unan ken trist ha tra. Pa gave eul levr bennag en em lakea d’he lenn dre guz ; rag hir meurbet e cave an amzer. Eun dervez ma voa eat gant he vam da Sant-Ian-Luz evit en em zoura eno, e cavas var daol eun Itron euz an amezegez, eul levrig hag a gomze euz ar burzudou c’hoarvezet e Lourd eleac’h ma voa en em ziskuezet ar Verc’hez santel. Lenn a reaz al levrik-ze, hag ar pez en doa guelet enha a jomas don en he speret. Da noz e lavaras d’he vam e c’halje avoalc’h ar Verc’hez he barea. Hogen ar vam ne dolaz evez ebet oc’h ar c’homzou-ze euz he bugel.

Dont a reaz ac’hano ker clanv evel ma voa da vont.