Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

An tad hag ar vam a ioa nec’het ha glac’haret o veza collet kement a boan ep gallout ober vad ebet d’ho c’hrouadur. Eana a rejont da rei louzeier dezhan, hag hen lesjont etre daouarn Doue. Kementse ne vire ket outho da veza ho daou noz deiz var evez euz ho bugel.

Jul gouscoude a iea ato dinersoc’h dinersa. Daou vloaz a ioa n’en doa debret tam bouet ebet. Ne jome beo nemet gant ar pez a efe, ha ne allet, nemet gant mizou bras, rei dezhan da efa eun dra bennag hag en divije an ners da vaga. Eur scrij oa guelet pe gen treud ha pe gen drouk-livet oa deut da veza. N’oa mui eur berad goad dindan he groc’hen ; kemeret e vije evit eur skeuden coar guenn. Anat oa e tostea ar maro outhan, ha ne alle zoken mont a bell.

An tad, en he c’hlac’har, ne allas ket miret neuze da vont adarre da ziskuez he vugel da eur medesin all goueziecoc’h c’hoaz, a gave dezhan, eget ar re a ioa bet diaraok var he dro.

Hema o veza sellet piz oc’h gouzoug ar bugel, o velet pe ger stanket oa, a hejaz he benn, hag o velet an tad o scrija, e lavaras :

— Ne lavaran ket ne elfe ket ho map parea ; hogen goal glanv eo. Ar medesin-ma a lakeaz he louzaoui d’he c’hiz ; hogen he louzou a strafuille kement ar bugel, ma voue red he lezel. Ar medesin he unan a lavaraz eana.

Neuze an tad a deuas da sonjal ma vije great d’ar potrik lonca eur vruzunen vouet bennak dre gontragn, e teuje marteze da ellout treizia. Hogen ar vedesinet a ziskuezas dezhan sclear ne allet ket ober eun dra evelse ep mouga ar bugel ; e voa he c’houzoug en eun doare na dremenje biken bruzunen vouet dreizhi nemet dont a raje da zistanca.