Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —

ra peurvuia ar re a so bet eveldhan e servich ho bro. Ha setu ama petra glevis gantha.

An tad-ze en doa daou grouadur. Ar iaouanka anezho hanvet Jul, oa moumon he dad, hag an ofiser coz ne alle morse comz euz ar bugel-ze na deue he vouez da grena, ha ne roe da anaout sclear pegement her c’harie.

Jul a ioa bet iac’h ha cre beteg he zek vloas. Neuze e coezas clàn ep ma c’halje den gouzout penaus na perak. D’ar 25 a vis Genver 1865, da noz, pa’z ejot da goan en em lakeas da glem gant ar boan c’houzouk. Ne ellas dibri tam ; efa a ellaz epken eul loiadik souben bennag ep bara.

Antronoz, evel n’oa ket guelleat dezhan, e voue galvet eur medesin var he dro. En he nervennou ema he zroug, eme ar medesin, ha cridi a ran ne zaleo ket da barea. Kementse a roas fizians d’an tad.

E guirionez, abenn eun dervez pe zaou en em gavas guelloc’h, hag ec’h ellas dibri eun tam bennak. Hogen ar c’hlenvet a deuaz adarre, hag e voue evelse bete fin miz Ebrel, guech guelloc’h, guech falloc’h. Azalek neuze ar c’hlenvet ne ziscrogas mui, hag ar bugel ne alle lonca nemet dour, leas, souben, c’hoaz arabad e vije teo ar zouben pe ne dremene ket. Ar bugel kez, gant eur vagadurez evelse a zizec’he var he dreid hag a iea da netra.

A neuze e veze daou vedesin var he dro, daou zen gouezieg, ep ma c’heljent anaout mad he glenvet, hag evelse ivez ep gouzout pe seurt louzou da rei dezhan.

Eun dervez an tad a velaz he vap el liorz o redek hag o lamet, a dreuz hag a hed, evel pa vije collet he benn ganthan. O veza m’az oa ken dinerz ar bugel, he dad a gemeraz aoun oc’h he velet o redek