Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/113

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —


Itron-Varia-Lourd. — Kendalc’h.
————

Comzomp c’hoaz euz a Itron-Varia-Lourd, euz ar burzudou a ra e leac’h ma voa en em ziskuezet da eur verc’hik paour ha dister hanvet Bernadeta Soubirous. Eno ar Verc’hez e deus gourc’hemennet d’ar plac’hik-se lakat sevel eun ilis pe eur chapel dezhi ; eno e deus laket da zevel eun eienen pe eur feunteun gaer eleac’h ne voa kent berad dour. Cals burzudou so digouezet, cals tud clanv so bet pareet, ken eno var al leac’h, ken oc’h efa dour digaset dezho euz ar feunteun-ze.

Caout a rer, er c’hæriou bihan, etouez ar vourc’hizien, tud hag a so bet ofiserien pe soudardet, hag a so avoalc’h ho guelet eur vech evit gouzout dioc’htu o deus douget ar zabren pe ar c’hleze. Tud eün ha leal peurliessa, reud avad ha sounn ato var ho izili evel pa vent bepret e penn eur vanden soudardet. Kuiteat o deus an arme, hag o deus cavet ama pe ahont eur gark bennak da ellout implija ho amzer hag ive caout peadra da veva. En ti pa vezont gant ho zud ez int ken dizroug ha bugale, ho mouez avad a so seac’h ha dichek pa reont ho c’hark, pa c’hourc’hemennont eun dra bennak d’ar re so dindanho.

Eun den evelse, eme an hini a scrif kement-ma, e voa tad ar bugel m’az an da gomz anezhan. Clevet em oa e voa bet gant he vugel e Lourd e kichen ar roc’hel ma voa en em ziskuezet ar Verc’hez varnezhi, hag oa bet pareet ar bugel eno. Mont a riz, evit ober eun enclask, evit clevet ar virionez, da gaout

an tad he unan, hag em digemeraz dichipot evel ma

6