Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/112

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

torfet-ze ; anzao a ra eo gant justis eo bet puniset. Goulen a ra pardon digant Doue, digant ar Verc’hez santel ha diganeoc’h oll, christenien. Lavaret a c’hellan deoc’h ez eo bet pardonet gant Doue ha gant ar Verc’hez ; ho tro zo brema, va breudeur.

— Ia, eme an dall, en eur asten he zaouarn hag en eur vouela, pardon a c’houlennan ! Ne c’hellan mui caout peoc’h ebet ; va c’houstians zo crignet gant ar morc’hed. Me a c’houlen pardon !

— Ia, ia, eme ar bobl, ra vezo pardonet ! Ra deuio ! Ra deuio ! Hag e voue laket dezan en he zorn unan euz ar c’herdin a dlie sacha ar skeuden euz a vouelet ar puns.

An dall eta o veza tosteet oc’h gouzoug ar puns, en em lakeas da zicour sacha. Tud a ioa diskennet beteg ar gouelet evit staga ar c’herdin. Dre chans ar skeuden n’oa ket bet torret. Epad ma he zennet er meaz, en em lekejot da gana al Litaniou. Dont a reaz er meaz ep droug ebet. Pa voue guelet savet da c’horre ar puns, an oll a straclaz ho daouarn gant levenez. Mes eur griaden a voue clevet hag a c’holoas mouez an oll. An dall oa, a ioa en em laket var he zaoulin, astennet he zivrec’h ganthan, hag a grie : Guelet a ran ! Guelet a ran ! An oll en em droas varzu an den dall. Deut oa ar guelet dezan, ha goudeze e vele couls ha pep unan. Heuilla a reaz, ep den d’he ren, ar brosesion adaleg ar puns beteg an ilis eleac’h ma voue laket ar skeuden eleac’h ma edo kent. Sicour a reaz he lacat en he flas, hag e vevas goudeze meur a vloas o veuli hag o renta testeni da vadelezou ar vam a drugarez.

————