Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/111

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —

eun hu hag eur jolori ar vrasa, e creiz ar malloziou. Unan anezho, evit diskuez beza guelloc’h potr eged ar re all, a votaz he zeleur en eur puns. Kerkent great ha lavaret ; ar skeuden a voue strinket en eur puns e creiz ar blasfemou hag a bep seurt comzou milliget. Ar jolori gouscoude ne badas ket pell ; an hini en doa aliet da genta ober an torfet, a gollaz ar guelet var al leac’h, hag a voue red he ren dre an dorn evit mont d’he di. Den ne c’hellas miret da zonjal e voa eno eur gentel roet d’an dispac’herien-ze.

Bloaveziou a dremenaz, ar peoc’h a deuaz, hag ar relijion a deuaz ive adarre en dro. Gouscoude skeuden ar Verc’hez a chome e gouelet ar puns, hag an oll dud honest a ioa glac’haret a gementse. Eun dervez person ar barrez a lavaras dezho : « Va mignoned, red eo deomp ober amand henorabl d’ar Verc’hez santel, ha tenna he skeuden benniget euz ar puns eleac’h ma zeo bet stlapet. »

Pephini a gavas mad ali an aotrou person ; laket e voue deiz, ha great gouel en deis-ze.

Oll dud ar barrez a ioa en em zestumet en dro d’ar puns. Ne vanke nemet an aotrou person, hag her gortozet evit comans al labour. Digouezout a reas, mes n’edo ket he unan ; ren a rea dre an dorn eun dall anavezet mad gant an oll, mes n’edot ket o c’hortos he velet eno. Grosmol a zavas, mes ar person a lakeas tevel :

Christenien, emezhan, an dall paour-ze a zo deut d’am zi er mintin-ma, evit goulen diganhen ha diganeoc’h eur c’hras am eus prometet dezhan en hoc’h hano. C’hoant en deuz hen lesfac’h da zicour sacha var ar c’herdin evit tenna skeuden ar Verc’hez euz ar puns-ze eleac’h ma en deus sicouret he stleper brema ez eus dek vloas. Glac’har en deus d’an