Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

Neuze evel ma’z ea eun nebeut re var an adren, her sachas gant daou vez var an araok. Mont a reas neuze diou pe deir gamed diouzin hag e selle ouzin evel pa e divije choant da lavaret : Setu aze hag a zo great mad.

« Neuze e tihuniz en eun taol, hag e riz eul lam evit guelet ha bez’edo ar Verc’hez eno ato. Siouas ! N’oa netra ebet mui ; n’oa en dro din nemet an noz sioul ha tenval.

« Cousket a riz adarre ; ureal a riz c’hoaz ; hogen ne velis mui ar Verc’hez Vari. »

Setu aze penauz e conte he unan ar plac’h iaouang he uvre. Nep n’en defe ket a feiz, a elfe mousc’hoarzin o lenn kementse ; mes nep en deus feiz ne gavo ket a abeg en histor vrao-ze.

Ar burzudou a ra Doue a so ato evit mad an eneou, evit silvidigez an dud. Servichout a reont da lacat da zigeri ho daoulagad ar re a ve chomet pell ep sonjal nemeur en ho ene, hag ive evit creski feiz ar re zoken a heuil mad al lezen gristen.

Evelse breur ar plac’h iaouank-ze pareet evel ma on euz her merket, a lavar eo cresket cals dre eno ar feiz e calonou tud ar barrez ma ema person enhi. Dont a rejont a vanden da eun oferen a voue lavaret evit trugarecat Doue hag ar Verc’hez, hag abaoue an devosion d’ar Verc’hez mam Doue so cresket calz en ho zouez, evel ive ma’z int guelleet cals da heuilla deveriou al lezen gristen.


Burzud all a vadelez euz ar Verc’hez santel.

En amzer an dispac’h braz, en eur barrez eleac’h ma zoa eur skeuden d’ar Verc’hez respetet bras gant ar gristenien vad, an dispac’herien a lakeaz en ho fenn discar ar skeuden-ze. Hen ober a rejont gant