Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —

— Eo, emezhi, cridi a ran.

— Mad, ef eta an dra-ma, ne ket evel al louzeier all, mez evel eun dra dre behini e fell d’ar Verc’hez da barea. Cregi a reaz er veren, hag he c’hassas d’he ginou.

Efa a reaz, ha kement a ioa eno, he breur, he breur-caer ha re-all, a ioa eur beac’h varnezho, ne gredent lavaret ger, o c’hortos guelet petra a iea da dremen. Den ne gomze, oll avad e pedent a galon.

Goude beza efet, he bizach a ioa chenchet, chom a rea evel pa vije sebezet.

— Mad, eme ar belek, cridi a rit-hu oc’h pareet ?

— Ia, cridi a ran, ar Verc’hez e deus va fareet.

— Ha perag e chomit-hu sebezet evelse ?

— Ne ouzon ket va unan.

Neuze en em lakeas da c’hoarzin, ar pez n’e devoa ket great pell a ioa, rak ne rea dalc’h mad nemed gouela. Hogen he c’hoarz a ioa henvel oc’h hini eun den deut euz ar bed all, eun den diskennet var an douar goude beza bet en env.

Re drubuillet e voa evit gallout lavaret petra dremene dreizhi.

— Ahanta, va c’hoar eme ar belek, petra zantit-hu ?

— Me zant eo chenchet pep tra diabarz enhon.

Goude e c’houlennaz eun aval. Ar frouez a garie calz ; hogen pell a ioa n’e devoa gallet dibri frouezen ebet, rak bevech ma claske tanva e croge an hig enhi ken na venne miga. Brema e tebraz he aval chasun ep ma teuaz an hik dezhi. Pare oa tre.

Eur blijadur oa goudeze he c’hlevet o lavaret he unan ar pez e devoa santet er momet ma voa bet pareet. Caout a rea dezhi e voa diabarz enhi unan bennak, evel pa vije micherourien o kempen pep tra, o lacat pep tra el leac’h ma tlie beza. Caout a rea dezhi