Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/107

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

e voa en he diabarz ar Verc’hez hag selez oc’h he heul, hag e labourent soubl ha kempen da lacat traou iac’h eleac’h an traou clanv, ha traou neat ha digatar eleac’h ar pez a ioa saotret. Ha kementse ne rea ket a boan dezhi ; pell dioc’h eno, eur c’hras ar vrassa a gave. Kementse, emezhi, a voa henvel oc’h labour eun den a falfe dezhan nevezi an arrebeuri hag an traou all en he di, hag en em laca da scuba, da spura, da zevel ar pez zo coezet, da starda ar pez zo distrantel, ha da lacat traou nevez e leac’h ar pez so eat re fall.

Pa dosteaz ar veren oc’h he muzellou evit efa an dour burzuduz, he ene a voue ive carget a feiz. Cridi a reas neuze ferm edo ar Verc’hez eno, ez ea d’he farea, hag e roe dezhi aliou var an doare ma tlie servicha Doue en amzer da zont.

An dra-ze a dremenaz e cals berroc’h amzer evit a laker d’he lavaret ; an amzer epken da efa eun anter guerennat zour. Ar plac’hig a gave dezhi edo er baradoz, hag a garje e vije padet ato ar momet-ze.

Ar glanvourez pareet dre vurzud ma on eus comzet anezhi e devoue eun uvre ar c’haera en nos varlerc’h ma e devoa resevet ar iec’het. Setu ama penauz her c’honte he unan :

« Epad an abardaesvez-ze, goude ar burzud braz-ze en devoa va fareet, e cave din ez oa eun dra bennag a ziouzin ; ha zoken goude ar c’hras vras-ze am oa bet daoust pe gen indin ma voan, e santen eun ïoul ar brasa da gaout eur c’hras nevez. Gouzout a rean oa deut ar Verc’hez beteg enhon, p’eo guir e doa va fareet ; mes caret em bije he guelet. Pa edon iaouang em oa goulennet an dra-ze diganthi meur a vech, ha dalc’h mad e sonjen e kementse ; ar zonch-ze ne dea ket diouzin, hag her c’hemeren evit eur zonch a orgouil. Er pardaez-ze e santen ar