Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/105

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

d’ar glanvourez, e lavaras d’he vreur caer dont d’he c’herc’hat, ha digouezet oa ar breur caer evit-se pa zigouezaz ive an dour euz a feunteun Lourd.

Ar beleg a ieas neuze da lavaret d’he choar : setu deut an dour a c’hortozemp. Ar glanvourez a ioa an daelou en he daoulagad evel ma veze aliez. Hogen neuze en em laoueneas dioc’htu, hag, evel ma hen lavare goudeze, dont a reas dezhi ar zonch ez ea da barea, hag eo dre an dour-ze e roje ar Verc’hez dezhi ar c’hras-ze.

Neuze e lavaras d’he breur : — Mar bezan pareet gant ar Verc’hez, va lezel a reot-hu da chom ama ?

— A dra sur, eme he breur, n’ho cassin ket ac’hann pa viot pare.

Ar breur hag ar c’hoar o devoa ama aoun oc’h ober an amprou. Ar breur en devoa evel aoun o kinnig an dour d’he c’hoar, hag ar c’hoar ne ziskueze c’hoant ebet d’hen efa.

Gouscoude antronoz ar beleg, goude beza lavaret an oferen, a lavaras d’he c’hoar :

— Mari, ma kemerfac’h eur banne euz an dour-ze a feunteun Lourd.

— Oh ! emezhi, ne gredan ket hen ober.

— Ah perak, va c’hoar ?

— Gortozit ken na deui din eur gaouat hik.

Ne voue ket pell da c’hortoz. Dont a reas dezhi goude creisdeiz eun abaden hik ken na venne mouga.

Da bardaez e savaz hag e teuaz oc’h taol evit coan, petra bennak ne zebre tam. Eno e crogas adarre an hig enhi, ha neuze ar beleg a ziscargaz eur verennad euz an dour burzuduz en eur lavaret dezhi :

— Va c’hoar, ha ne fell ket deoc’h-hu efa euz an dour-ma ? ha ne gredit-hu ket ez a ar Verc’hez d’ho parea.