Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —

dezhi, hag her c’hemeret, hag he respeti a rea ive kentoc’h evel he zad eget evel he breur. Evelse e chome e ti he breur, ha ne felle dezhi morse dispartia diouthan na mont da jom gant nicun euz he c’hoarezet cossoc’h evithi. Biken, a lavare he unan, ne guitaje ar breur-ze, nemed red e vije dezhi hen ober evit tostaat oc’h an Env.

Eur verc’h dizroug ha sioul e voa, ha caret a rea Doue a greiz he c’halon. En em blijout a rea o pidi, hag he ene a ioa troet varzu an Env. He flijadur oa kempen en iliz an aoteriou hag al lienach a ranker da gaout evit ar servich divin ; dreist oll e kemere eur soursi braz euz a chapel ar Verc’hez Vari, he maeronez, rak dougen a rea hano Mam Doue.

Ar verc’h-ma, on eus lavaret, ne divije morse kuiteat ti he breur nemet evit tostaat oc’h an Env, da lavaret eo, nemet evit en em rei oll da Zoue. Hogen abaoue he bugaleach e devoa eur zonch hag a zalc’he stard en he speret, ar sonch da vont da leanez, d’en em lacat etouez c’hoarezed Sant Visant a Baul evit servicha ar beorien hag ar re glan, ha daoust d’ar boan e devije bet o kuitat ti he breur, e divije her c’huiteat ma vije bet cre avoalc’h evit kementse. Hogen he iec’hed a veze ato ker fall ma na ellet ket sonjal he lezel da vont d’ar gouent.

Mar doa toc’hor he iec’het diaraoc, seis miz abars ma voue pareet e teuaz c’hoas da veza toc’horoc’h. Ker clanv e teuas da veza, ha kement a c’hloaziou e devoa ma voa an oll nec’het ganthi. Dreist ar poaniou all e crogaz an hig enhi, ha n’he c’huitea mui couls lavaret na noz na deiz. An hik-ze a veze ker cre ma he c’hlevet euz a bell dioc’h an ti, ha zoken euz an iliz epad ma voa-hi en he c’hambr er presbital. Medesinet aleiz a ioa bet clasket var he zro, hag oll o devoa collet ho foan hag ho louzeier.