Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

bet en em gavet tost d’an douar pa vije tenval an nos, hag e vije bet red eur burzud brasoc’h c’hoaz evit miret outho da veza beuzet. Perag e voant-hi eat larg en douar bras da zouara, ha kementse en despet dezho ? Abalamour vardro an enezennou hag ar bek douar-ze eo ato rust ar mor, hag eo ato danjerus tostaat oc’h an douar. Evidon-me a gred mad e devoa ar Verc’hez santel, divar he zron, clevet ar vugale-ze oc’h he gelver, e devoa taolet eur zell a druez varnezho, e devoa great eur musc’hoarz o velet eur bugel daoulinet e fons ar vag o pidi, ha daou all o rouenvat o clask gouren oc’h an tarziou, e devoa difennet oc’h ar mor rei lam dezho, ha gourc’hemennet d’ho ælez mad ren ar vagig hag he c’has da zouara eleac’h ma zeo sioul ar mor ha ma c’heller dizanjer tostaat oc’h an aod ha mont d’an douar.

————


Itron-Varia-Lourd.
————

Setu ama eur pare burzuduz great dre vertuz an dour a feunteun Lourd, da lavaret eo, dre eur zicour aberz ar Verc’hez Vari. Ar burzud-ma zo bet great e kenver eur plac’h iaouank trivac’h vloaz, c’hoar da berson eur barrezik divar ar meaz a escopti Perigeux, hag o chom e ti he breur.

Ar plac’hik-ma a voa ken displet ma e devoa c’hoas an ear euz eur buguel evithi da gaout trivac’h vloaz. He breur beleg oa ar c’hossa euz ar vanden vugale, hag hi oa ar iaouanka, hag evel ma e devoa collet he zad abred, he breur a zalc’he leac’h a dad