Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

Aliez gant an hig-ze e venne he c’horfik dinerz beza dismantret oll, hag ec’h allet cridi ez ea da vervel.

Evel ma edo o chom en eur barrezik var ar meaz eleac’h ne voa na medesin na netra, he breur a zonjaz he c’has da di he mam, eleac’h ma’z oa a dost eur medesin mad, eun den gouezieg, a elje caout dalc’h mad soursi anezhi. Ar glanvourez avad ne felle morse dezhi kuitat au ti ma edo enhan.

Etre daou, eur mignon d’ar beleg o veza en em gavet er prespital, a lavaraz eno e voa bet pareet dre vurzud gant Itron-Varia-Lourd eur pennadig a voa. Kementse a roas fizians d’ar breur, ec’h alje he c’hoar caout digant Doue ar memes gras dre scoazel ar Verc’hez Vari. Hogen ar glanvourez ne espere ket e vije great ar burzud-ze en he c’henver ; n’en em gave, ket din a gement-se. « Cridi avoalc’h a ran, emezhi, ec’h ell ar Verc’hez va farea ; burzudou evelse avad n’int ket great evidonme. »

Azalek neuze gouscoude en em lakeas da bidi Itron-Varia-Lourd, ne ket da rei dezhi iec’hed he c’horf, mes da rei dezhi iec’hed he ene.

Ar mignon en doa lavaret d’ar beleg oa bet pareet dre vurzud, en doa lavaret dezhan ive e tlie dont dezhan eun nebeut boutailladou dour a feunteun Lourd, hag ec’h alje rei lod d’he c’hoar. Ar breur a grescas neuze he fizians. Gouscoude an dour ne deuas ket d’an deis merket, hag ar glanvourez, goude beza comanset eun dra bennag ive da esperout, a lavare neuze creoc’h evit biscoas : ne ket evit eur bec’herez eveldonme eo great ar burzudou-ze. Neuze e teuas da veza tristoc’h ha toc’horoc’h evit biscoaz, hag an hig a deuas da veza creoc’h c’hoas evit diagent.

Var gementse he breur a sonjaz e voa red he c’has da di he mam coust pe goustche. Ep lavaret ger