Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/906

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


BUEZ ANN AOUTROU MIKEAL NOBLETZ


beleg ha misioner breiz-izel (1577-1652)
————


Mikeal Nobletz a ioa ganet e maner Kerodern, e parrez Plougerne, d’ann 29 a viz guengolo 1577. He dad, Herve Ann Nobletz, ha Fanseza Lesvern, he vamm, a ioa euz huela noblanz ar vro ; mes, tud a zoujanz Doue oant ive, rak-ze e lakejont ho foan evit rei da Vikeal ha d’ho bugale all eunn deskadurez vad ha kristen.

Kerkent hag he bevar bloaz, ar c’hrouadur-ma a roaz merkou sklear euz he zantelez da zont, hag euz he zevosion d’ar Verc’hez a c’halve rouanez he galoun. Evit guir, mamm Jezuz a ziskuezaz ive pegement e karie ar bugel.

E kichen maner Kerodern ez euz eur chapelik da zant Glaoda, hag eno ec’h en em denne Mikeal da bedi kelliez guech ma chelle. Mes, etre ar chapel hag ar maner ez oa eul lenn vraz, hag he vamm e devoa aoun na zigouesche drouk ganthan ; abalamour da ze her gourdrouze aliez. Mikeal a lavare d'ezhi : « Bezit dinec’h ; eun itron a ro d’inn ann dourn evit mont ha dont ebiou d’al lenn. » Franseza Lesvern ne grede ket ar paotrik, hag eunn deiz, evit hen dioual guelloc’h ec’h alc’houezaz ar gambr varnhan. Peger souezet ne oue-hi ket eta, eur pennad goude, o kaout he mab daoulinet er chapel. « Piou en deuz digoret ho kambr » emezhi ? « — Ann itron a zo deuet adarre d’am c’herc’hat » a respountaz Mikeal.

Pa oue enn oad, he gerent a roaz d’ezhan mistri fur ha guiziek, ha d'he naontek vloaz her c'hasjont gant he vreudeur, da beur ober he studi er skoliou brudet a ioa neuze e Bourdel hag e Ajen. Epad ma choumaz enn diou gear-ze e oue bepred mellezour ar skolaerien dre he aket da bedi koulz ha da studia. Evel m’en devoa eur spered kaer e teuaz da veza desket braz. Abenn nao