Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/907

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

bloaz e tistroaz da Vreiz, ha dre urz ann Aotrou’nn Eskob ez eaz da Gastel-Paol evit diviz var ann theoloji dirak ann doktoret guizieka euz ar vro. Holl e ouent souezet o velet skiant ha deskadurez ann dijentil iaouank, hag ann Aotrou Neuvil, eskob Leon, hen aliez da gemeret, heb dale, annn ursiou sakr, evit ma c’helje rei d’ezhan eur gark huel etouez ann dud a iliz. He dad hag he vamm, o veza klevet kement-ze, a ioa mall gantho e vije beleget ; rak troet oant da glask ann henoriou. Mikeal, avad, n’oa prez ebed varnhan. « N’eo ket aoualc’h beza beleg, emezhan, ret eo c’hoaz kaout ar zantelez hag ar vouiziegez deread evit ar stad-ze. »

Koulzgoude, o veza great he zonj, abenn eunn nebeut amzer, ez eaz da Baris, hag eno, dre ali ann Tad Cotton, he gonfesour, e kemeraz ann ursiou. Raktal m’oa beleget e teuaz da Blougerne da gana he offeren nevez ; goulenn a reaz avad, digant he dud, enn han’ Doue, ne vije ket great a lein vraz, na pedet nemed ar gerent tosta. Neuze, e leac’h klask ar plaz huel a c’helle da gaout dre’nn abeg d’he hano ha d’he zeskadurez, Mikeal a zonjaz en em rei d’ar misionou e Breiz, evel ma oa bet galvet gant Doue. E kement-se, araok staga d’al labour-ze e c’hoanteaz c’hoaz studia, pedi hag ober pinijen. Lakaat a reaz eta sevel eunn tiik toet gant plouz, e tal ar mor braz, e parrez Tremenac’h. Eno e chomaz, eur bloaz hed a hed, heb komz ouz den nemed he gonfesour. Eur pred bemdez hebken a gemere, hag he voued a ioa eunn tamik fars pe iod heiz heb c’hoalenn nag amann. Kousket a rea var ann douar ien, gant eur mean dindan he benn, ha kerkent hag hanter-noz e save da bedi. Ne zeue e meaz euz he lochenn nemed evit mont da oferenna. Goude beza tremenet diou heur enn iliz, e tistroe d’ar gear evit beza he-unan gant Doue. Epad ann amzer-ze eo e reaz ann taolennou a zisplege a c’houdevez er misionou evit rei guelloc’h da goumpren guirioneziou ar feiz d’ann dud n’o doa ket a zeskadurez. E Plougerne eo e prezegas da genta, ha ne c’houfemp ket lavaret ar vad a reaz d’he genvroiz a ioa gual lezirek e servich Doue. Re zouget da glask danvez ha fouge, ann Aotrou hag ann itron Kerodern,