Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/905

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
897
gouel an den euruz jean-marie vianney, person ars

heb devez ebed da ehana. Dre ma kreske ar brud anezhan hag an dud da zont d’he gaout, e kreske ive he humilite, ha lakad a rea atao ar burzudou a zigoueze en Ars var gount santez Philomena, he zantez vian, emezhan, ha diou vech e klaskaz tec’het deuz he barrez evit kaout amzer da ober pinijen ha d’en em zantelad, evel ma lavare.

Pell a oa e kredet ne jomme beo nemed dre virakl ; Doue a zalc’he anezhan da ober vad. An nao var-n-ugent a viz Gouere 1859 goude beza koveseat evel kustum, great ar c’hatekiz da unneg heur evel ma rea bemdez, e lavaraz : — « N’hellan ket mont ken. » Bet oa semplet meur a vech en deveziou araok, mes an taol-man e lavar : — « Kredi a ran e ma erru va faour keaz maro ». Goulen a ra he unan ar sakramanchou diveza, ha pa glev kloc’h ar gommuniou e veler an daelou o ruill deuz he zaoulagad. N’heller ket rei da gompren gant komzou petra dremenaz en he galon er gommunion diveza-ze, red e ve kaout he garantez evit Jesus er Sakramant santel abenn her gouzout. Mervel a eure ar bevar a viz eost, d’an oad a drizek vloaz ha tri ugent, ha var he vizaj ken treut e velet dija sklerijen an env o para. Hon Tad santel ar Pab Pi X en euz lakeat anezhan e renk an Dud Euruz.


————