Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/904

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
890
gouel an den euruz jean-marie vianney, person ars

hostizien hag an dansou, truezuz oa stad ar barrez.

Ar person nevez a oa rannet he galon ; staga reaz raktal gant al labour. He amzer a dremene en he iliz paour, o pedi, hag he binijen ne ehane morse. Karantez Doue a oa ker birvidig en he galon ma ranke an dud gouela o klevet anezhan o tisplega pegen mad eo Doue. A nebeudou ar c’halonou a zo gounezet, an iliz a zo renket e nevez, an dud a zeu da gommunia hag an dansou milliget a zo dilezet. Sevel a ra breuriez ar Verc’hez ha breuziez ar Sakramant ; sevel a ra eun ti, ar Brovidanz, evit ar baotrezed emzivad hag eun ti skol evit ar baotred ; ar barrezik paour n’eo mui henvel outhi he-unan, breman e man ennhi peoc’h hag an oll vertuziou kristen.

An den zantel a lavare ez oa d’ezhan paea evit he bobl ; ne ehane a bedi ha da gastiza he gorf. Kouskat a rea var ar c’holo diou pe deir heur bennoz ; eur batatezen loued pe ziou gant eun tam bara kraz hag eur banne dour, setu aze he vagadurez pemdeziek. Avechou e chomme daou ha tri devez heb drebi netra. Dougen a rea eur c’houriz reun ha gant eur fouet great gant chadennou ouarn e tispenne he gorf, ha kement tra a vije digaset d’ezhan a roe d’ar paour. He binijen a oa estlamuz hag an drouk-spered a rea brezel d’ezhan en eun doare skrijuz evit klask miret outhan da ober vad. An den zantel a c’houzanve pep tra gant pasianted.

Er penn kenta ez ea aliez d’ar misionou er paresiou tro var dro hag eno ive e rea kalz a vad ; ne vije hano nemed deuz an Aotrou Vianney hag an dud a gavaz an hent da zont da Ars ; ar pelerinaj ne ehanaz mui beteg fin he vuez. Var gresk ez ea ato, tud a deue deuz kement bro zo en Europ ha zoken deuz an Amerik ; eur bloavez ez euz bet kontet beteg kant mil den bet e pelerinaj en Ars. Dont a reat da velet an den zantel a rea miraklou, a lenne er c’halonou, dont a reat da lakad urz vad er goustianz, da c’houlen kuzuil var an tad a vuez ha traou all, hag ar c’hovesour, ankounac’heat ganthan ar c’houskat hag an drebi, a jomme var dro seiteg heur bemdez er govesion