n den santel Jean-Marie Vianney a zo ganet e Dardilly, parrez vian deuz eskopti Lyon. He gerent a oa tud divar ar meaz ha kristenien deuz ar re vella. Abred e velet ez oa galvet ar bugel man gant Doue da ober vad d’an eneou, rak d’he eiz vloaz, pa vije o tioual an denved, e lakea ar vugale all a vije ganthan da zaoulina dirak eur verc’hez vian en doa bet digant he vam hag e lavare ar chapeled gantho. Avechou all ez ea en eur c’hornik benag da bedi, he-unan.
Divezatoc’h, o labourat er parkeier, e vije atao he spered troet varzu Doue ha dirazhan ne gredet ket lavaret komzou fall. Ti he gerent ama digor d’an oll beorien hag ar re ne ouient ket ho fedennou a ranke deski ganthan epad ma vijet oc’h aoza boued d’ezho. Braz ive he zevosion evit ar Verc’hez, mam da Zoue ha brasoc’h c’hoaz he garantez evit sakramant an Aoter. An oll a lavare e vije beleg. Aotrou person Ecully, ar barrez tosta, a reaz skol d’ezhan, mes divezad e krogaz er studi hag he spered ne oa ket digor. Dre fos poania koulskoude, ha pedi, yun hag ober pinijen, e teuaz a benn da zeski aoualc’h evit beza beleget.
Epad tri bloaz e oue kure gant an aotrou person en doa great skol d’ezhan, eun den zantel douget da ober pinijen, ha diez eo gouzout pehini anezho h daou a rea ar rusta pinijennou. Ac’hano e oue hanvet da berson e parrez Ars. Houman oa eur barezik vian, deuz ar re falla. An dud ne ouient mui ho c’hatekiz, eun iliz c’hollo, den var ar bloaz o sakramanti, sul ebet, koulz lavaret, nemed evit an