Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
894
an den euruz charles bleiz
Er bloaz 1364, deiz emgan, Auray, an nao var-n-ugent a viz guengolo, an duk Charles a ieaz teir guech da govez diouz ar mintin, ha goude beza bet kennerzet gant ar gommunion zantel, ez eaz var an dachen. Eno e tiskouezaz petra dalveze ; mes goloet a c’houliou, e rankaz koueza hag en eur denna he huanaden diveza e lavaraz : « Ah ? va Doue. »
Evelse, o klask derc’hel mad d’ar vro a grede a ioa d’ezhan e c’hounezz rouantelez an env. He gorf a oue sebeliet e kichen Guengamp, en iliz an tadou a urz sant Frances ha var he vez e oue guelet kalz a viraklou. An devosion a oa evithan dre ar vro ne ehanaz morse ha goude meur a gant vloaz ar Pap PiX a lakeaz anezhan e renk an Dud Euruz er bloaz 1904.
————