Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/895

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
887
ar plac’ euruz jeann d’arc, guerc’hez orléans


ar zul goude ar yaou-bask


Ar plac’h euruz Jeann d’Arc, Guerc’hez Orleans
————


Jeanne d’Arc a zo ganet en eur bourk dister hanvet Domremy, var harzou al Lorraine, e tu ar zao-heol deuz Frans. He c’herent, paour a vadou an douar, a oa koulsgoude kalz anavezet ha brudet mad abalamour d’ho feiz ha d’ho buez direbech. Jeann a oa ar bevare bugel, tri breur e doa kosoc’h hag ar re man, assamblez gant ho c’herent a zeskaz d’ezhi abred he fedennou hag he c’hatekis. Goude he fask kenta e lavaret ez oa dija skuer an oll vugale. An iliz a oa tost d’he zi ha karet a rea mont aliez da bedi dirak an tabernakl. Aketuz oa da vont d’an oferen bemdez pa c’helle hag aliez vije o kovez hag o kommunia. Pa zonev an Angelus ez ea atao var bennou he daoulin n’euz forz e peleac’h en em gave.

Da heul ar garantez evit Doue e man atao ar garantez evit an nessa : Jeanne a oa mad d’ar paour, rei a rea aluzen pa c’helle, hag hi iaouank c’hoaz, ha mont a rea da velet a re glanv evit komz d’ezho divar benn an Aotrou Doue. En he c’hear e vije atao eur paour benag da loja ha pa ne vije mui a blas e roe he guele he-unan hag e chomme da dremen an noz var eur skabel e korn an oaled.

He buez, a hent all, a oa evel buez ar vugale deuz he oad ; kemeret a rea he flijadur gantho, mad oa da labourat ha prest atao da zenti. Rei a rea an dorn d’he mam evit al labour var dro an ti, mont a rea zoken d’ar park gant he zad, neza a rea ha dioual ar chatal.

Setu aze penaoz e tremenaz he bugaleach an hini a oa dibabet gant Doue evit savetei ar Frans. Doue a gemer aliez ar re zistera evit ober an traou burzudusa, hag evelse e ro da gompren d’an oll eo Hen he-unan a ra al labour. D’an oad a drizek vloaz Jeann a glevaz, evit ar vech