c’hik avechou, a rea d’an dud pokat d’an dôuar evelthi.
D’ar bemp var-n-ugent a viz c’houevrer, ar Verc’hez trugarezuz a reaz da Vernadett digerri eun eienen e korn ar Grott. Dour an eienen-ze e deuz roet ar pare d’eun niver dreist kount a dud. An dour-ze a red heb ehan koulz hag ar grasou a vez roet eno.
Meur a vech, ar vec’hik e doa goulennet he hano digant an Itroun ; ne devoue respount ebet. D’ar bemp var-n-ugent a viz meurz, gouel ar Verc’hez, an Itroun a ziskleriaz he hano, koulsgoude : « Me eo ar Gonseption dinam ». Divar neuze, Bernadett n’he guelaz mui nemed diou vech, evit lavaret kenavezo.
Goude eun enklask piz hag a badaz pevar bloaz, goude beza great d’ar veleien gouizieka, selaou lavarou Bernadett Soubirous, plac’hik^ eün ha guirion ; goude beza kaset medisined brudet da zellet ouz an dud o doa kavet ar pare en dour burzuduz, Aotrou ’n-Eskop Tarb a ziskleriaz ez oa, e guirionez, Mamm Doue, ar Verc’hez Vari en em ziskouezet da Vernadett Soubirous e Grott Masabiel.
Ar Verc’hez a c’houlenne eur chapel, savet so bet ilizou ; goulen a rea prosesionou, hag ar bardonerien a zo diredet deuz pevar c’horn ar bed. An dud klanv a gav eno : lod, ar pare evit ho c’horf ; lod all, ar c’hras da zouba da volontez Doue ; ar bec’herien o deuz aliez e Lourdes ar c’hras da jench buez ; den ebet n’eo distroet deuz Lourdes, goullo he zaouarn ; eno an oll a reseo grasou pinvidig.
Sklear eo e deus ar Verc’hez, sikour ar gristenien, cVhoant da lakad ar feiz da greski en hor bro. Seul vui e kresk an dud difeiz da nac’h galloud Doue hag ar miraklou, seul vui e kresk ar miraklou-ze, skeudusoc’h eget an heol. Nag a dud o deuz kavet eno hent ar zilvidigez. It da Lourdes, distrei a reot guelloc’h d’ar gear.