mousc’hoarz var he muzellou, evit diskouez d’in ne oan ket oc’h uvreal. Ne ouien ket kalz petra rean ; kemeret a riz va chapeled em godel en eur goueza d’an daoulin. An Itroun a blegaz he fenn evel p’e deffe lavaret « Mad a rit », hag a grogaz he-unan en eur chapeled kaër a zouge var he breac’h deou. P’em euz klasket sevel va dorn evit ober sin ar groaz, n’em boa nerz ebet mui, va breac’h a oa evel sounnet ouzin. Neuze an Itroun a reaz he-unan sin ar groaz da genta, ha me a c’hellaz hen ober var he lerc’h guella ma c’hellen eveldhi.
« An Itroun am lezaz da lavaret va chapeled va-unan penn-da-benn, hi a lakea greun he chapeled da zirikla etre he bizied, heb finval he muzellou. D’ar Gloria Patri hebken, e save he daoulagad varzu an env hag e lavare ganen : d’an Tad, d’ar Mab ha d’ar Spered-Santel. Pa oue echu va chapeled, an Itroun a ieaz kuit, er roc’h, hag ar sklerijen gaër a oa en dro d’ezhi a deuzaz a nebeudou. Abenn eur pennad ne veliz mui netra dirazoun, nemed ar roc’h hag an dorgen noaz. »
Deuet ennhi he-unan, Bernadett a jomme eno daoulinet, sebezet. An dour a rede evel araok, ar guez a astenne atao ho divreac’h azioc’h d’an dour, ar glasvez oa var ar menez n’en doa ket chenchet a liou, mes Bernadett a gave breman trouz an dour poaniuz, hag ar glasvez disliv.
An Itroun en m ziskouezaz da Vernadett trivac’h guech. Kaër oa evel an deiz, ne zae hag he goêl a oa guenn evel an erc’h, eur c’houriz glaz evel an oabl a ioa en dro d’ezhi, eur rozen aour flamm var bep hini deuz he zreid noaz, eur chapeled kaer atao var he breac’h.
En trede guech ma velaz ar Vec’hez, Bernadett a brometaz d’ezhi, var he goulen, dont d’ar Grott bemdez epad pemzek deiz, hag an Itroun a lavaraz neuze d’ezhi : « Me ho rento euruz, n’eo ket er bed-man eo, mes er bed all.
Ar Verc’hez n’en em ziskouezaz ket evit Bernardett beb-ken : goulen a reaz diganthan ober pinijen d’an douar evit distro ar bec’herien ouz Doue, ha goulen digant ar veleien eur chapel ha prosesionou ; hag ar pla-