Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/896

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
888
ar plac’h euruz jeann d’arc, guerc’hez orléans

kenta, mouez an arc’heal sant Mikeal. Lavaret a rea d’ezhi beza mad ha devot, karet Doue ha mont aliez d’an iliz. Ar plac’hik a oue spountet, karantez Doue koulsgoude a domme he c’halon ha gwestla a reaz neuze chomm bepred guerc’hez.

Epad pemp bloaz e velaz hag e klevaz aliez sant Mikeal santez Katharin ha santez Mac’harit digaset gant Doue d’he c’helen var ar pez he doa da ober evit savetei ar Frans, rak truezuz oa e doare d’ar mare-ze. Ar zaozon a flastre hor bro, heb dale e vezo oll d’ezho, rak ne jomm gant Charles VII nemed eun nebeut kaeriou, nag arc’hant na zoudarded, tec’het a ranke varzu kreiz ar Frans, n’en doa mui nemed an hano a roue.

Jeann a rank senti ouz he moueziou. Heb lavaret netra d’he c’herent ez a gant he eontr da Vaucouleurs da gaout gouarner kear, Robert de Beaudricourt. Heman a oue souezet hag a reaz goap da genta, mes goudeze Jeann a ziskouezaz e teue aberz Doue ha Baudricourt a roaz d’ezhi armou ha soudarded evit mont da Chinon da gaout ar roue. Jeann a roaz d’anaout da Charles VII traou kuzet ha na c’hellent beza anavezet nemed ganthan ; sklear oa e teue aberz Doue hag heb dale e oue lakeat e penn ar zoudarded evit mont da vrezelekad da Orleans. Ne oa mui nemed ar gear vraz-man o terc’hel penn ouz Saozon ha pa zigouezaz Jeann, tud Orleans a zantas ar fizians o veva ennho adare. Ni a rai brezel eme Jeann ha Doue a roio d’eomp an treac’h. Ar Saozon a zo dibradet, al labourou braz o doa great, an touriou krenv o doa savet edro da gear a zo diskaret an eil goude egile, ha kement kear a oa kouezet etre daouarn ar Saozon var dro Orleans a zo diframet digantho. Tec’het a rankont a bep tu hag an hent a zo digor da Charles VII da vont da Reims. Di eo kaset gant Jeann evit beza kurunet roue Frans.

Ar plac’h iaouank kalonek ne grede ket ez oa deut ar mare eviti da ehana, mes pa glevaz gant he moueziou e kouesche heb dale etre daouarn he enebourien, e tigemeraz a galon vad, aberz Doue, ar pez a dlie digouezout. E Compiègne e oue paket gant ar Bourguignoned hag ar re-man a verzaz anezhi d’ar Zaozon. Kaset eo da Rouen