Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/822

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Ar gannaded a gavaz ann dra-ze diez, da genta ; mes, p’en devoue ar pab kountet d’ezho ar pez a ioa c’hoarvezet, e plegchont gant joa da volontez Doue, hag e saludchont ho eskop nevez gant ar brasa respet.

Ann avieler Per a oue eta beleget ha sakret eskop, kaer en devoue klask argila. Prest goude ez eaz da Raveenn, hag eno e oue digemeret gant ann holl evel eunn eal euz ann env. Ann impalaer Valantinian hag he vamm a ioa er gear-ze d’ann ampoent, ha ne rejont ket nebeutoc’h a stad anezhan eged ar re all.

Ne c’houlennaz nemed eunn dra digant tud he eskopti enn eur erruout enn ho zouez, hag ar pez a c’houlennaz eo ma vijent ato fidel da zelaou he gomzou ha da zenti outhan, pe guir en doa kemeret eur garg ker pounner evit labourat da zavetei ho eneou. Neuze ec’h en em lakeaz d’ho c’helenn var ho deveriou a gristen ha var deveriou ho stad dre zarmouniou berr ha sklear. C'houezek hag eiz-ugent euz ar zarmouniou-ze a zo deuet betek ennomp. Ar Zant a alie dreist peb tra ar bobl fidel da dostaat aliez ouz ar zakramanchou. « — Korf Jezuz-Krist, emezhan, a dlefe beza hor magadurez pemdeziek. » Prezeg a rea ive dalc’h-mad var ann ezomm en deuz ann den da bedi ha da ober pinijenn, ha d’ar re n’oant ket krenv aoualc’h da iun epad ar c’horaiz e lavare : « — Grit aluzenn e plas ar iun. »

D’ar mare-ze, e veze kalz dizurs e Raveenn d’ann deiz kenta euz ar bloaz. Maskaradennou a rede dre ruiou kear enn eur zansal hag enn eur ober a bep seurt arieziou. Mes Per a bignaz er gador, hag a brezegaz gant kement a nerz a enep ar c’hiz fall-ze ma teuaz a benn d’he disc’hrizienna var neat. Setu ama, etouez meur a dra all, petra lavaraz enn he zarmoun. « — Ann nep, emezhan, a fell d’ezhan kemeret he ebat gant ann diaoul er bed-ma n’en devezo ket a berz e euruzdet Jezuz-Krist er bed all. »

Eunn droiad e vankaz he vouez d’ezhan a greiz m’edo o prezeg. Kerkent, e tirollaz kement a voelvan hag a gri fors enn iliz, gant ann dud o c’houlenn pardoun euz ho fec’hejou, m'en devoue ar Zant leac’h da drugarekaat