Doue evit ar pez a ioa c’hoarvezet ganthan, p’e guir ann dra-ze en doa skoet eunn taol pounneroc’h e kaloun ar re a ioa oc’h he zelaou eget n’o devije great he gomzou.
Erfin, o c’houzout n'en doa mui pell da veva, Per a ieaz da Imola da bedi sant Kasian, patroun ar gear-ze, d’he zikour da rei eunn ene mad da Zoue. Eno e klanvaz hag e varvaz e peoc’h d’ann eil a viz kerzu euz ar bloaz 450, goude beza gouarnet eskopti Raveenn epad trivac’h vloaz gant eur furnez hag eur zantelez vraz. He gorf a oue enterret enn iliz sant Kasian, mes unan euz he zivreac’h a oue kaset da Raveenn.
Heb asant ar pab, eunn eskop n’en deuz galloud ebed evit gouarn eunn eskopti, hag ar veleien a ve kaset ganthan d’ar parreziou ne c'hellfent ket digeri doriou ar baradoz da dud ar parreziou-ze. Perak ? Abalamour n’o defe ket ann alc’houez. Jezuz-Krist n’en deuz roet alc’houez ar baradoz nemed da zant Per, hag evel n’euz nemed ar pab hag a zalc'hfe plas sant Per, n’ez euz nemethan ken nebeut hag en defe heritet euz ann alc’houez-se dreizhan he-unan. Evit gellout eta digeri doriou ar baradoz d’ar gristenien, ann eskibien a renk reseo ann alc’houez digant ar pab, hag ar veleien a renk he reseo digant eunn eskop hag en deuz bet anezhan dija digant ar pab.