Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/821

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Ma n’emaoc’h ket c’hoaz er vreuriez gaer-ze, hastit affo mont ennhi, hag evelse o pezo perz enn holl meritou ar visionerien, er mirit euz ho labouriou, er mirit euz ho foaniou hag er mirit euz ho maro, pa skuillont ho goad evit Jezuz-Krist evel a c’hoarvez meur a vech.





ar pevare devez a viz kerzu


SANT PER KRIZOLOG, ESKOP HA DOKTOR EUZ AN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Imola enn Itali, hag a reaz he studi gant Korneill, eskop ar gear-ze. Per oa he hano, mes divezatoc’h e oue leshanvet Krizolog abalamour ma’z oa eur prezeger dispar ; rak ar ger krizolog a zinifi eunn den hag a lavar komzou aour. Pa oue enn oad da reseo ann Ursiou sakr, Korneill her greaz avieler.

Etre daou e varvaz eskop Raveenn, ha tud a iliz ar gear-ma, a-unan gant ar bobl, a joazaz eunn all evit delc’her he blas. Mes ann dra-ze n’oa ket aoualc’h ; red oa d’ezho c’hoaz kaout asant ar pab. Kas a rejont eta kannaded da Rom da c'houlenn ann asant-ma, hag eskop Imola a oue pedet gantho da vont da ober koumpagnunez d’ar gannaded. Korneill a ieaz, hag a gasaz ive ganthan ann avieler Per.

Epad ann amzer-ze, ann abostol sant Per ha sant Apolliner, merzer, en em ziskouezaz d’ar pab dre he gousk, gant eunn den iaouank e kreiz etrezho ho daou, hag a lavaraz d’ezhan : « — Setu ama ann hini a dleit da lakaat da eskop e Raveenn ; arabad e d’ehoc’h lakaat nikun all ebed. »

Goudeze, pa erruaz ar gannaded dirazhan asambles gant Korneill hag ann avieler Per, ar pab a anavezaz ema dioc’htu evit ann den iaouank en doa guelet e kreiz etre ann abostol sant Per ha sant Apolliner, merzer, ha raktal e tiskleriaz d’ar gannaded n’e ket ann hini o doa choazet, mes ann avieler Per, eo a vije ho eskop.