Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/772

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

d’ar C'hersonez, hag ac’hano ez eaz erfin da reseo enn env ar gurunenn en doa meritet dre eur verzerenti ken hirr. Mervel a eure d’ar 16 a viz guengolo euz ar bloaz 655, goude beza gouarnet ann Iliz epad c’houec’h vloaz, eur miz ha daou zevez var’nn ugent.


SONJIT ERVAD

Evit beza salvet eo red kredi a galoun ann holl guirioneziou euz ar feiz, ha beza prest ato d’ho anzao a c’hinou. N’e ket aoualc’h eta chom heb lavaret ia pe nann pa vez hano euz ar guirioneziou-ze. Dever eur c’hristen eo sevel he vouez da zifen ar virionez mar d-eo goest d’hen ober ; ha ma n’eo ket desket aoualc'h evit dispenn labour ann dud difeiz a enep d’he gredennou, e tle da vihana trei kein d’ezho. Chom d’ho zelaou a ve rei hardisegez d’ezho da lavaret goasoc’h.



ann trizekved devez a viz du


SANT STANISLAS KOSTKA


————


Stanislas a ioa mab da eunn dijentil braz euz ar Pologn, hag a zervichaz Doue euz a greiz he galoun kerkent ha ma oue enn oad da anaout ann drouk dioc'h ar mad. Evel eunn eal oa enn he vugaleach, ha kement e karie ar burete ma semple dioc’htu pa gleve lavaret eur gomz fall bennag, kement a heuz en doa ouz ann dra-ze.

Da genta, he dad a gemeraz eur mestr da ober skol d’ezhan er gear ; mes goudeze, pa oue krog enn he bevarzek vloaz, e oue kaset da gear Vienn enn Aotrich da skolach ann Tadou Jezuisted. Eno e tremene he holl amzer o pedi hag o studia ; bemdez e rea daou bennad medita, unan dioc’h ar mintin hag eunn all dioc’h ann noz, ha var evez e veze ato, dreist peb tra, evit pellaat dioc’h ar goal goumpagnuneziou.

Paol, he vreur kosa, a ioa er skolach asambles gantan. Hogen, ann impalaer o veza lamet digant ann Tadou ann ti el leac’h ma lojent ho skolaerien, ar re-ma a