Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/773

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

renkaz klask lojeiz e kear, ha Paol a ieaz gant he vreur da di eur protestant.

Stanislas en devoue poan eur merzer epad ann daou vloaz ma oue eno o loja. Rak Paol ne oa tamm henvel outhan : Paol a ioa den ar bed, ha ne ehane da ober goab anezhan ha d'he flipata abalamour m’oa troet var ann devosion ; avechou zoken e skoe ganthan. Mes Stanislas a lavare n’oa ket ganet evit kemeret he ebat var ann douar, mes evit beza euruz er baradoz goude ar vuez-ma ; ha var gement-se e kendalc’he da iun, da vont aliez da gommunia ha d’en em denna enn he bart he-unan evit pedi Doue hag ar Verc’hez.

Abarz ar fin e kouezaz klanv, hag oc’h en em velet e riskl da vervel, e c’houlennaz he zakramanchou diveza. Mes ar protestant a roe lojeiz d’ezhan ha d’he vreur a lavaraz ne c’houzanvche biken e vije digaset ann Aotrou Doue d’he di. Neuze ar c’hlanvour keaz en em erbedaz ouz santez Barba, hag ar zantez-ma a obtenaz d’ezhan ar c’hras da veza kommuniet gant ann elez.

Goudeze ar Verc’hez he-unan en em ziskouezaz dirazhan gant ar Mabik Jezuz etre he divreac’h, hag a ziskleriaz d’ezhan ne varvche ket c’hoaz. « — Mes red e d’ehoc’h, emezhi, en em voestla da zervich Doue enn Urs ann Tadou Jesuisted. » Bloaz a ioa dija m’edo ar zonj-se e spered Stanislas ; mes bete neuze n’en doa kredet he rei da anaout da zen all ebed.

Kerkent ha ma oue pare avad, e komzaz euz ann dra-ze da Jezuisted ann Aotrich ; mes ar re-ma ne felle ket d’ezho he gemeret gant aoun da denna droulans he dad, ha setu perak e kuiteaz kear Vienn dre laer da velet hag hen a gavche guelloc^h chans e leac’h all. He vreur Paol, o veza remerket oa tec’het kuit, a redaz var he lerc’h gant eur c’harr hag a ioa daou loan outhan. Mes ar c’hezek a jomaz a za enn eunn taol kount egiz pa vije sounnet ho divesker outho, ha Stanislas a c’hellaz mont ato gant he hent.

Erruout a reaz evelse e Rom goude beza bet kommuniet eur vech all gant eunn eal ha beza great tost da dri c’hant leo var he droad. Evel eur paour oa guisket