Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/771

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

daonjont ann heretiked a lavare ar c’hountrol, hag er memes amzer e koundaonjont ive ann diou ordrenans a ioa bet douget, unan anezho gant ann impalaer Heraklius, hag eben gant ann impalaer Konstant.

Ann impalaer-ma a ioa o ren d’ann ampoent, hag a ieaz enn egar pa glevaz ar c’helou-ze. Raktal e roaz urs da unan euz he offiserien, a ioa neuze enn Itali, da lakaat Martin d’ar maro pe d’he gas da Gonstantinopl. Ann offiser-ma a zonjaz lamet he vuez digant ar pab a greiz ma vije o kana ann offerenn. Mes ann hini en doa karget da ober ann torfed a deuaz da veza dall enn eunn taol kount, hag o velet ar mirakl-se ann offiser a zavaz keuz ganthan, hag en em dennaz euz a Rom goude beza goulennet pardoun ouz ar Zant.

Ann impalaer Konstant a zigasaz enn he blas eunn offiser all hag a ioa leshanvet Kalliopas. Hema a grogaz er pab d’ann ampoent m’edo o tont euz a iliz hor Zalver, ha goudeze e reaz he gas da Gonstantinopl. Eno Martin a oue dalc'het er prizoun epad tri miz dioc’htu, ha ne c’houfe den lavaret pegement a boan en devoue epad ann tri miz-se ; rak lezet e oue da vankout a bep tra, ha goulskoude n’oa ket iac’h pell a ioa.

Abarz ar fin e oue galvet dirak ar Senat ; mes kaer a oue rebech ha tamall d’ezhan a bep seurt traou, ar Zant ne respountaz ket eur ger. Neuze e oue kaset var eunn dorgenn hag a ioa a vel da balez ann impalaer, evit lamet diganthan he zillad a eskop hag a bap : he zillad all zoken a oue roget ive gant ar zoudarded. Goudeze e oue lakeat d’ezhan eur c’helc’h houarn enn dro d’he c’houzoug, hag her stad-se e oue pourmenet dre ruiou kear evel eunn torfetour. Eur jadenn a zalc'he anezhan stag ouz eur gardian, hag ar bourreo a valee enn he raok eur c'hleze ganthan enn he zorn. Ar bobl a skrije oc’h he velet, hag ann holl o devoa truez outhan.

Pa oue echu ar bourmenadenn heuzuz-se, Martin a oue taolet enn eur prizoun enk, el leac'h ma oue lezet enn abandoun d’ar mare m’edo ar goanv enn he c’hoasa. Goulskoude ne gredchot ket he lakaat d’ar maro ; mes, goude beza bet tri miz adarre er prizoun, e oue kaset