Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/588

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

deze ez eaz asambles gant lod all da rei misionou e Frans hag enn Allemagn. Ne c’houfe den lavaret pegement a vad a reaz evelse, na niveri ar bec’herien a dennaz euz a vouillenn ar pec’hed. Evelse ive e lakeaz he Urs d’en em astenn enn eur feson burzuduz.

D’ar mare-ze, tud ann Itali a ioa rannet e diou gostezenn hag a rea brezel ann eil d’eben. Philipp ne espernaz netra evit ho unani, ha dre he zousder ha nerz he gomzou e teuaz erfin a benn da lakaat ar peoc’h entrezho. Evelato bez’en devoue kalz da c’houzanv euz ho ferz, hag eur vech zoken e oue dare d’ezhan beza lazet gantho.

Doue en doa roet d’he zervicher ann donezoun a viraklou. Eunn devez m’edo o vont da Rom, eunn den lor a c’houlennaz ann aluzenn diganthan. O veza n’en doa nag aour, nag arc’hant, Philipp a ziviskaz he vantell evit he zeuler var diouskoaz ar paour keaz, ha kerkent hema en em gavaz pare.

Goude maro ar pab Klemant IV, ar gardinaled a zonjaz c’hoaz Philipp evit delc’her he blas. Mes ar Zant, o veza klevet hano euz ann dra-ze, a ieaz da guzat e kostez ar meneziou, hag a jomaz ena ken na oue hanvet eur pab all. Er meneziou-ze ez oa eur poull dour hag a zerviche dezhan da derri he zec’hed ; hogen, Philipp a obtenaz digant Doue evit ar poull dour-ma ar vertuz da rei ar iec’hed d’ar re glanv.

Abarz ar fin e kouezaz klanv he-unan e Todi, hag o velet n’en doa mui pell da veva, e lavaraz digas d’ezhan he levr. Al levr-se oa he grusifi en doa studiet heb ehana epad he vuez, hag enn eur zelc’her he vuzeilou stag outhan e roaz he ene d’he grouer d’ann 22 a viz eost euz ar bloaz 1285.


SONJIT ERVAD

Sant Philipp Benizi a rea he levr euz he grusifi. Guir a lavare ; rak o lenn el levr-se, da lavaret eo, o sellet ouz ne grusifi, eo en doa desket skiant ar Zent. N’e ket ar zant-ma hebken, mes c’hoaz kalz a re all o deuz anzavet a vouez huel beza desket muioc’h eharz treid ho c’hrusifi eged el levriou. Ar grusifi a zo eul levr digor d’ann holl, eul levr hag a c’hell ann holl lenn ennhan, ar re n’int bet biskoaz er skol kouls hag ann dud habila. N’euz fors piou nag e pe stad e veac’h eta,