Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/587

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ



ann trede var ’nn ugent a viz eost


SANT PHILIPP BENIZI, EUZ A URS ANN TADOU SERVITED
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Florans, hag a roaz enn he vugaleach eur merk anat euz he zantelez da zont. Enn amzer m’edo c’hoaz enn he gavell, daou vanac’h euz a Urs ar Servited a deuaz da gesta d’he di. Kerkent ar paotrik a droaz ouz he vamm, hag a lavaraz d’ezhi evelhenn : « — Va mamm, emezhan, roit eur gest vad d’ar re-ze ; rak ar re-ze a zo guir zervicherien d’ar Verc’hez Vari. »

Pa oue enn oad da vont d’ar skol, e oue kaset da Baris da ober he studi, ha pa oue echu he studi ganthan, e tistroaz d’ar gear hag e oue resevet doktor e Padou. Hogen, nec’het oa o klask gouzout da be seurt stad oa galvet gant Doue. Mes ar Verc’hez a roaz d’ezhan da anaout e tlie mont da vanac’h enn Urs ar Servited, a ioa nevez savet e Monte-Senario, teir pe beder leo dioc’h Florans.

Philipp a c’houlennaz raktal beza kemeret e renk ar Breudeur pe ar Frered euz ann Urs-se ; rak ne gave ket d’ezhan e vije din da vont e renk ann Tadou. Kemeret e oue eta da Frer, hag ar superior her c’hasaz var ar meaz da labourat ann douar, Eno ne ehane da ginnig he labour da Zoue gant eur spered a binijenn, ha pa veze vag eunn tammik, ec’h en em denne a gostez da bedi Doue. He vrasa plijadur oa medita var basion ha maro hor Zalver Jezuz-Krist.

Ne ziskoueze da zen pegen desket ha pegen habil oa. Goulskoude ar Frered all ne zalejont ket da anaout ann tenzor o devoa enn ho zouez, hag ar superior a reaz da Philipp reseo ann Ursiou sakr. Eur vech belek, n’en devoue mui ken ioul nemed da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou.

O veza bet hanvet he-unan da zuperior, e kasaz lod euz he venac’h da brezeg ann Aviel d’ar Sithii, ha gou-