kemerit aliez ho krusifi, ha goulennit sikour diganthan gant fizians. Hen a roio nerz d’hoc’h ene pa viot tentet, sklerijenn d’ho spered pa vezo tenval, laouenedigez d’ho kaloun pa gouezo anken varnhi, ha didorr d’ho korf pa stago outhan eur boan pe eur c’hlenved bennag.
arthelemi a ioa ginidik euz ar Galilee, ha pesketaer
dre he stad. Kerkent ha ma oue galvet gant Jezuz-Krist,
e kuiteaz peb tra ha ne zonjaz mui klask ar pez en
devoa kuiteat. Kement a blijadur en doa o klevet komzou
hor Zalver ma hen heuliaz e peb leac’h. Evelse, enn
he gompagnunez edo pa bareaz mevell ann offiser e Kapharnaom,
pa zigasaz adarre e buez mab intanvez Naim,
pa reaz d’ann diaoul tec’het euz a gorf eunn den en doa
lakeat da veza dall ha mud, pa jenchaz ann dour e guin
enn eured Kana. Enn eur ger, nebeut a viraklou a reaz
hor Zalver ha ne ve ket bet ar zant-ma test anezho.
Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel
da zeiz ar Pantekost, Barthelemi a ieaz da brezeg ann
Aviel e kostez al Likaonii, ann Albanii hag ann Indez.
Kalz poan en devoue dre eno, mes ive gounit a eure eur
maread paianed da feiz Jezuz-Krist.
Ac’hano e teuaz d’ann Armenii, el leac’h ma lakeaz daouzek kear euz ar vro hag ar roue he-unan da zilezel servich ann doueou faoz evit adori ar guir Doue. Ar roue-ze a ioa Polimius he hano. Eur verc’h en devoa hag a ioa eat ann diaoul enn he c’horf ; hogen, ann Abostol a gasaz ann diaoul kuit, ha Polimius evit he rekoumpansi a ginnigaz d’ezhan prezanchou kaer. Mes Barthelemi a respountaz d’ar roue : « — Me n’ounn ket deuet ama da glask aour, nag arc’hant ; ar pez a glaskann hebken eo silvidigez hoc’h ene. » Kerkent Polimius a c’houlennaz beza badezet, hag ann Abostol a roaz ar vadiziant