Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/584

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

lavaret : « — Ann introun ama a zo devot ; mes den n’en deuz diezamant ganthi. » Goulskoude he c’henta soursi a oue bepred da gelenn he bugale hervez Doue, ha da ober anezho bugale fur ha kristenien vad. Mes pa ouent deuet da veza braz, e oue poulzet gant Doue d’ho c’huitaat evit sevel eunn Urs nevez a leanezed dindan ann hano a leanezed ar Vizitation. Ann dra-ma a reaz kement a boan d’he mab ma c’hourvezaz var dreujou ar maner evit miret outhi da vont kuit. Mes ar Zantez a lammaz dreisthan, hag o veza erruet e Annesi, e resevaz sae al leanezed digant sant Fransez a Zal, he c’honfesour. Neuze e reaz veu da ober ato ar pez a gavche d’ezhi a vije parfeta.

Bez’e devoue ann eur da velet ann Urs nevez oc’h en em astenn e berr amzer. Mes klenver a eure e kear Moulin, a greiz m’edo o vizita he c’houenchou, hag eno e varvaz leun a veritou er bloaz 1641, oajet a nao bloaz ha tri-ugent. Sant Visant a Baol a remerkaz a-ziabell he ene o vont d’ar baradoz, ha sant Fransez a Zal o tont d’he ziambroug.


SONJIT ERVAD

Ann nep en deuz eur guir devosion a zo bepred humbl, karantezuz hag aketuz d’he zever. Abalamour ma’z eo humbl, eo guelloc’h ganthan en em zieza he-unan eget dieza ar re all ; abalamour ma’z eo karantezuz, e tiverra zoken he bedennou pa vez eur blijadur bennag da ober evit he nesa ; hag abalamour ma’z eo aketuz d’he zever, ne jom ket enn iliz pa vez ezomm anezhan er gear. Dioc’h kement-ma eo eaz gouzout piou en deuz eunn devosion guirion ha piou n’en deuz ket.




ann eil var ’nn ugent a viz eost


SANT TIMOTHEE, SAMT HIPPOLIT HA SANT SIMPHORIAN, MERZERIEN
————


Timothee a ioa ganet e kear Antioch, hag a deuaz da Rom enn amzer ar pab sant Melkiad. Goude beza prezeget ann Aviel eno epad eur bloaz, e oue taolet er