Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/585

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

prizoun ha karget a jadennou dre urs ar gouarner Tarkin. Ar gouarner-ma ne espernaz netra evit ober d’ezhan kinnig ezans d’ann doueou faoz. Mes Timothee a jomaz bepred stard enn he feiz. Neuze Tarkin a reaz he skourjeza a benn teir guech, ha goudeze ec’h ordrenaz dispenn he gorf gant ivinou houarn ha skuill raz beo var he c’houliou. Erfin, o velet ne varve ket, kaer a ioa he vourrevi, e koundaonaz anezhan da veza dibennet. He verzerenti a erruaz d’ann 22 a viz eost euz ar bloaz 311.

Hippolit a ioa eunn eskop euz ann Arabii, brudet enn he amzer dre al levriou en doa skrivet evit kelenn ann dud fidel ha difenn ar relijion a enep ann heretiked. Etre daou e teuaz da Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol, hag ar pab hen dalc’haz eno evit he zikour da c’houarn ann Iliz. Mes heb dale e oue kroget ennhan dre urs ann impalaer, ha goude beza staget he zaouarn d’ezhan adren he gein ha liammet stard he dreid, ar vourrevien her stlapaz var he benn enn eur foz leun a zour, el leac’h ma oue beuzet dioc’htu ; rak ar foz a ioa doun. Merzerenti sant Hippolit a erruaz er bloaz 251.

Simphorian a ioa ganet e kear Aotun e Frans. Iaouank-flamm oa c’hoaz ; mes bez’ en doa dija eur furnez dreist he oad. Eunn devez, paianed Aotun a rea eur gouel braz enn henor d’ann doueez Sibeel, a hanvent Mamm ann holl doueou. Imach ann doueez-se a oue douget dre ruiou kear var eur c’harr fichet kaer, ha dre ma tremene, ar bobl en em daole d’ann daoulin evit he adori. Simphorian avad ne oue ket dare d’ezhan ober evel ar re all. Er c’hountrol eo, distrei a eure he benn evit diskouez ann heuz en doa ouz eunn hevelep idolatri.

Raktal e oue diskuillet d’ar gouarner Heraklius, hag hema, o veza he c’halvet dirazhan, a c’houlennaz outhan piou oa ha pe hano en devoa. « — Kristen ounn, eme ann den iaouank, ha Simphorian eo va hano. » « — Ah ! kristen oud, eme Heraklius ; mes perak eta ne fell ket d’id adori imach mamm ann doueou ? » « — Hel lavaret am euz d’ehoc’h, eme Zimphorian ; kristen ounn, ha ne adorann nemed ar guir Doue. Evit