Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/583

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

kaat urs vad etouez he zervicherien. Ne ehaue da veilla var ho c’homportamant ; merka a rea he labour da bep hini hag ar poent d’hen ober, hag ato e veze var evez gant aoun na vankchent d’ho deveriou a relijion. Bemdez e lavare grasou d’ezho dioc’h ann noz ; dioc’h ar mintin e klevent ann offerenn e chapel ar maner, ha da zul ha da c’houel e kase anezho da offisou ar barrez.

He fried, o veza offiser, a veze aliez er meaz euz ar gear, hag epad ann amzer-ze Janned ne vele den ebed, kouls lavaret. Mes, pa veze he fried er gear, e reseve kalz koumpagnunez abalamour ma c’houie e rea ann dra-ze plijadur d’ezhan, hag evit chom ganthan ha gant ar goumpagnunez, e leze zoken a gostez lod euz he devosionou.

Doue a roaz d’ezhi c’houec’h krouadur ; mes daou anezho a ieaz abred da greski niver ann elez er baradoz. Evelato Janned en em gave euruz gant ar pevar a ioa lezet ganthi : unan euz ar re-ma a ioa eur paotr, hag ann tri all a ioa teir merc’h. Mes allaz ! var ann douar n’euz ket a euruzded paduz. Eunn devez m’edo ann Aotrou de Chantal oc’h oter eunn dro jase asambles gant eur mignoun d’ezhan, hema her c’hemeraz a-ziabell evit eul loan gouez, hag a dennaz varnhan. Ann Aotrou a varvaz prest goude, ha setu he bried intanvez d’ann oad a eiz vloaz var ’nn ugent.

Janned a oue treuzet he c’haloun gant eur c’hleze a c’hlac’har ; mes en em rezina a eure da volontez Doue, ha raktal e reaz veu a jastete evit ann nemorant euz he buez. Divar neuze ec’h en em daolaz holl d’ann oberiou a zevosion, a binijenn hag a drugarez. Eunn darn vraz euz ann noz a dremene o pedi hag o vedita ; iun a rea aliez, ha ne zouge mui nemed dillad dister gant eur c’houriz reun dindan. He dillad kaer e devoa ingalet etre ar beorien ; rak evel eur vamm oa evit ar re-ma. Ho loja a rea enn he zi pa vezent klanv, hag he-unan ec’h entente outho : n’e devoa ket a zonjer zoken o poket d’ho gouliou.

Gant ann dra-ze, Janned ne lakea morse re a veac’h var he zervicherien, hag ar re-ma a ioa kustumm da