Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/582

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

braz a viraklou, hag ar pab Aleksandr III hen lakeaz e renk ar Zent kerkent hag ar bloaz 1165. Abaoue, ar pab Pi VIII en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored.


KENTELIOU SANT BERNARD

Da genta. — Ha n’e ket eunn dra eston e teufe ann den, eur prenv douar, da glask en em zevel hag en em huelaat goude ma’z eo plijet gant eunn Doue en em lakaat henvel oc’h netra ?

D’ann eil. — Pegen talvouduz eo ann humilite p’e guir e tenn varnomp grasou Doue !

D’ann trede. — Seul-vui ma klask ann ene he joa etouez ar grouadurien, seul-nebeutoc’h a joa a reseo digant Doue.

D’ar pevare. — Seul-vui ma labourer evit Doue, seul easoc’h a ze e stager d’al labour.

D’ar pemped. — E peb amzer e tlefemp sonjal er maro p’e guir e tostaomp outhan da bep mare.

D’ar c’houec’hved. — Goude Doue, va holl fizians a zo e mamm Doue.




ann unan var ’nn ugent a viz eost


SANTEZ JANNED-FRANSEZA DE CHANTAL, INTANVEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ganet e Dijon a dud a lignez huel. Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz pa ziskouezaz peger krenv oa dija ar feiz enn he c’haloun. Eur protestant o veza great eur prezant bennag d’ezhi, ar verc’hik a stlapaz ar prezant-se enn tan, enn eur lavaret : « — Setu aze penaoz e vezo devet ann heretiked enn ifern, abalamour ne fell ket d’ezho kredi ar pez a lavar Jezuz-Krist. »

Tremen a eure he iaouankiz enn eur burete vraz, ha kas a reaz kuit eur plac’h pe eur vatez hag a glaske he zouella da garet ar bed. Goulskoude, d’ann oad a ugent vloaz, e timezaz d’ann Aotrou de Chantal, offiser enn armeou ar roue, ha goudeze ez eaz da jom da di he fried.

Eur vech dimezet, Janned a boaniaz da genta da la-