Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/546

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ


Ann daou bried kristen, o veza dihunet, a gountaz ann eil d’egile ar pez a ioa bet diskleriet d’ezho gant ar Verc’hez, ha kerkent ha goulou-deiz ez ejont ive ho daou da gounta ann dra-ze d’ar pab Liber. Ar pab a reaz asambli dioc’htu beleien ha tud fidel Rom evit mont gantho e prosesion da venez Eskuilin ; rak mamm Doue e devoa lavaret d’ezhan ive dre he gousk ar pez e devoa lavaret da Iann ha d’he c’hreg.

Pa erruaz ar prosesion var ar menez, e oue kavet eno e guirionez eur guiskad erc’h euz a hirrder hag euz a ledander eunn iliz. Ann holl a oue mantret, hag a drugarekeaz Doue hag ar Verc’hez o velet eunn hevelep burzud ; rak ann dra-ma a ioa d’ar c’houec’h a viz eost, ha d’ar mare-ze euz ar bloaz e vez ato tomm-skaot ann amzer e Rom.

Raktal e stagchot d’al labour, hag heb dale e oue savet er plas-se eunn iliz gaer enn henor da vamm Doue divar goust Iann hag he bried. Ann iliz nevez a oue hanvet da genta iliz Liber, abalamour m’oa c’hoarvezet ar mirakl enn amzer ar pab-ma. Goudeze e oue great anezhi iliz Introun-Varia-ar-C’hraou, abalamour ma oue lakeat ennhi kraouik ar Mabik Jezuz, a ioa nevez digaset euz a Vethleem da Rom. Ar c’hraouik-se eo al laouer goat pe ar manjouer a zervichaz da gavell d’ar Mabik Jezuz goude m’oa ganet.

Erfin e oue roet d’ann iliz-ma ann hano a iliz Introun-Varia-Vraz, abalamour ma’z oa ar vrasa hag evel ar rouanez euz ann ilizou e devoa ar Verc’hez e Rom. Ar pab sant Gregor a ordrenaz mont di e prosesion evit pedi ar Verc’hez da obten digant Doue ma’c’h ehanje ar vosenn a lakea d’ann ampoent ar spount hag ann anken e kement korn a ioa enn Itali. Eno ive, er bloaz 653, eunn den fallakr a gollaz ar gueled enn eunn taol kount abalamour ma klaske lamet he vuez digant ar pab sant Martin. Ar burzudou a c’hoarvez bemdez, kouls lavaret, enn eunn templ hag a zo bet choazet he blas gant ar Verc’hez he-unan, o deuz brudet dre bevar c’horn ar bed iliz ann Introun-Varia-Vraz, hag a laka bandennadou tud fidel da ziredet di euz a bep bro evit goulenn