sikour digant mamm Doue ken enn ezommouho c’horf,
ken enn ezommou ho ene.
Mar oc’h euz bet madou digant Doue, diouallit da genta da ober goall implij anezho, da lavaret eo, diouallit d’ho dispign e mezventiou, e fougerez pe e follenteziou all evelse. Mes ann dra-ze c’hoaz n’e ket aoualc’h. Red eo d’ehoc’h, ouspenn, goude beza pourveet d’hoc’h ezommou hoc’h-unan ha da ezommou ho pugale, rei ive eunn dra bennag d’ann iliz ha d’ar paour. Tud pinvidik eur barrez a dle, hervez ho galloud, sikour kaeraat pe rapari ho iliz dioc’h ma vez red, ha sikour er memes amzer peorien ar barrez-se da veva ha d’en em viska. Ma n’her greont ket, e vankont d’ho dever hag o deuz pec’hed dirak Doue. Ma n’oc’h euz ket a vugale, grit evel ann daou bried devot a lakeaz sevel iliz ann Introun-Varia-Vraz e Rom : roit ho tanvez, pe da vihana lod anezhan, da Zoue, pe d’ar Verc’hez, pe da lakaat pedi evidhoc’h goude ho maro. Evelse ann danvez-se, e leac’h beza kollet evidhoc’h evel ar madou a lez var ho lerc’h eur maread tud ha ne zonjont nemeur enn ho ene, a zervicho d’ehoc’h c’hoaz er bed all da brena pe da gaeraat ho plas er baradoz.
unn devez, epad m’edo o prezeg he Aviel dre ar Judee,
hor Zalver Jezuz-Krist a gemeraz tri euz he ebestel.
Per, Jakez ha Iann, hag ho c’hasaz ganthan a gostez
var eur menez huel. Ar menez-se oa menez Thabor. Enn
eur erruout eno, hor Zalver en em lakeaz da bedi ; mes
a greiz he bedenn e chenchaz doare enn eunn taol kount.
He dal a deuaz da veza skeduz evel ann heol, hag he
viskamant, guenn evel ann erc’h.
Ha setu Moizes hag Elias oc’h en em ziskouez var ar menez, ha Jezuz hag hi o kaoseal asambles.
Estlammet-holl o velet kement all, sant Per a lavaraz raktal : « — Mestr, eunn dudi eo beza ama ; mar kirit, ni zavo ama tri delt, unan evidhoc’h, eunn all evit Moizes hag eunn all evit Elias. » N’oa ket he gomz gan-